Rann 9 1982 - War ar video en deus gwelet Morvan korf marv Julian o tigeriñ e zaoulagad. Spontet ha strafuilhet-bras e oa p’en en gav a-greiz holl, hag eñ o vont gant an tren, gant unan bennak ne oa ket o c'hortoz ken. Aet eo Anna Moal da welet Simon, da sikour anezhañ, hervezi. An deiz war-lerc'h n'en deus ket soñj hemañ eus lodenn vrasañ an nozve... montrer pus fot de cai
Rann 81857 - Hec'h-unanig e klask Anna kejañ gant sunerien-wad all. Unan anezhe, Steve, a lâr dezhi eo Maelvan ul lazher sunerien-wad. War-nes tagañ Anna emañ Steve pa teu Maelvan d'he difenn. En em zisplegañ a ra Maelvan : p’en doa gwelet Maelvan e groueerez ar wech diwezhañ en doa debret he c'halon. Dre-se, forzh pegen euzhus e oa, en doa lakaet ... montrer pus fot de cai
Rann 71982 - E-giz ar re all eo bet lazhet ar mezeg lezennel : torret e askil ha diwadet. Morvan en deus tapet video evezhiañ ar morg ; gwelet e vez ez a korf Julian diwar wel a-daol-trumm ; ur frapadig a-raok e c'hourlamm ar mezeg lezennel. Klask a ra Morvan un doare da welet gwelloc'h.Heuliad faltazi radio, azasaet diwar romant Jerom Olivry (Al L... montrer pus fot de cai
Rann 6 :1806 - Displegañ a ra Maelvan da Anna e breder hag e boanioù. Kontañ a ra dezhi e eil emgav gant e grouerez, ken feuls, met kavet en doa un doare da gaout muioc'h a c'halloud. Fellout a ra da Anna gouzout hiroc'h, ne fell ket dezhañ displegañ ha jeu zo etreze ken ez a kuit Maelvan. Hec'h-unan en em gav ar sunerez-wad evit ar wech kentañ. He... montrer pus fot de cai
Rann 5 :1982 - Desket e vez en doa Julian ur c'hamarad, Yoran, bet lazhet ur bloaz a-raok, er memes mod... torret e askil ha diwadet. Ul lazher a-steud a vefe ? Aet eo korf Julian diwar wel, hag ar mezeg lezennel a zo bet lazhet. Kreñvoc’h-keñvañ eo ar wask war Simon ; ret eo kavout Anna Moal a zo dianket.Heuliad faltazi radio, azasaet diwar romant... montrer pus fot de cai
Rann 4 :1776 - Mont a ra Anna da chaseal evit ar wech kentañ, heñchet gant Maelvan. Dizoleiñ a ra he stad nevez : nerzh, santadoù, galloud. Lazhañ a ra he freiz gentañ.Heuliad faltazi radio, azasaet diwar romant Jerom Olivry (Al Liamm).Azasaat ha seveniñ : Anaïs LerouxGant : Bleuñvenn Konan, Yann-Herle Gourvès, Yann-Edern Jourdan, Tangi Merrien, Ga... montrer pus fot de cai
Rann 3 :1982 - Aterset e vez tud ar strollad A-lazh-ki-klañv gant Simon, ar melestrer ha Julia dreist-holl, ar gitarourez. Desket e vez en doa bet Julian Stefan ur vignonez, Anna Moal, ur plac’h gevrinus, ha disheñvel e oa emzalc’h Julian pa oa ganti, abalamour d’an dramm marteze. Embannet e vez gant ar mezeg lezennel eo bet diwadet korf Julian, ch... montrer pus fot de cai
Rann 2 :1776 - Maelvan zo ur suner-gwad han en deus doujañs ouzh ar re vev. Daoust dezhañ, e lak ur plac'h yaouank, Anna, da zont da vezañ ur sunerez-wad. Ober a ra war he zro, evel ma vefe e « verc'h ». E 232 e oa deuet Maelvan da vezañ ur suner-gwad, krouet gant ur sunerez-wad feulst ha galloudus. Kasoni en doa outi.Heuliad faltazi radio, azasaet... montrer pus fot de cai
Rann 1 :1982 - Julian Stefan, un diskoacher strolladoù punk, zo bet lazhet nepell sonadeg ar strollad A-lazh-ki-klañv e Gwengamp. Torret e askil, gwad ebet kavet war al lec'h. An enseller Louan Simon hag e gabiten Morvan zo e karg eus an enklask.Heuliad faltazi radio, azasaet diwar romant Jerom Olivry (Al Liamm).Azasaat ha seveniñ : Anaïs LerouxGan... montrer pus fot de cai
Kempennet gant skolajidi ar pempet klas, skolaj Diwan Penn-ar-BedKlevet he deus Mona Parantoen he mamm-gozh o kontañ istor ar peñse a oa bet pell zo er vro, eBugelez. An dek korf marv a oa bet kaset war an traezh gant ar mor ha douaret en aod. Ur pikolgwalenn aour a oa war viz ar c’habiten. Ur bizoù brav e vefe, evit ur plac’h yaouank evel Mona...D... montrer pus fot de cai