Krogadoù !

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Juventus Torino- Stad Roazhon d'an 22 a viz Here 2026

Juventus Torino- Stad Roazhon d'an 22 a viz Here 2026

23/10/2026

Skipailh Stad Roazhon 'oa 'ba Torino d'ar yaou 22 a viz Here. Da geñver trede devezh an europa League melldroad 'noant c'hoariet ouzh Juventus FC, unan eus kleuboù meur 'zo 'bar bed. War eeun eus Arvorig FM 'oa bet displeget ar c'hrogad. Gall'rit adkavout Kadvael Jolived, Padrig Ferog hag Erwan Blanchard 'noant bet tro da displegañ ar match.


Krogadoù gourfenn Kampionad Europa Gouren Sul 20 a viz Ebrel

Krogadoù gourfenn Kampionad Europa Gouren Sul 20 a viz Ebrel

22/04/2025

Roxane Chausson, Zan Michat, Erwan Blanchard hag Iffig Kalvez a oa 'ba Lokournan evit displegañ gourfennoù Kampionad Europa Gouren ha Back-Hold d'ar Sul 20 a viz Ebrel.
Gallout a rit selaou an abadenn en-dro!


Kampionad Europa Gouren Sul 20 a viz Ebrel 11e30-12e30

Kampionad Europa Gouren Sul 20 a viz Ebrel 11e30-12e30

22/04/2025

'Ban abadenn eo bet kinniget programm an devezh, dielfennet an devezh kampionad a oa bet d'ar Sadorn.
Klevet eo bet Christian Pélé, prezidant Bodadeg ar Gouren, ha Jack Ewart zo gourener gant skipailh Bro-Saoz.
Kaset eo an abadenn gant Roxane Chausson, Zan Michat hag Erwan Blanchard. Iffig Kalvez, eus Arvorig FM, a oa mestr an teknik.


Krogadoù Kampionad Europa Gouren Sadorn 19 a viz Ebrel

Krogadoù Kampionad Europa Gouren Sadorn 19 a viz Ebrel

22/04/2025

War-eeun eus Lokournan e oa bet displeget gourfennoù Kampionad Europa Gouren ha Back-Hold d'ar Sadorn 19 a viz Ebrel.
Selaouit an abadenn en-dro a oa bet kaset gant Aela Bricaud-Salomon, Roxane Chausson, Zan Michat hag Erwan Blanchard. Iffig Kalvez en Arvorig FM a oa ouzh teknik.


Kampionad Europa Gouren Sadorn 19 a viz Ebrel 11e30-12e30

Kampionad Europa Gouren Sadorn 19 a viz Ebrel 11e30-12e30

22/04/2025

'Ban abadenn e vo klevet Aela Bricaud-Salomon, Roxane Chausson, Zan Michat hag Erwan Blanchard o kinnig Kampionad Europa ar Gourenoù Keltiek. Ouzh an teknik e oa Iffig Kalvez en Arvorig FM. War-eeun e oant eus Lokournan.
Pedet e oa bet Andre Lagadeg eus skol gouren Pleiber-Krist.


Champion's League Barça-Stade Brestois 29!

Champion's League Barça-Stade Brestois 29!

28/11/2024

5vet devezh Champion's League a oa dalc'het d'ar 26 a viz Du 2024. C'hoarierien Stade Brestois 29 zo bet o c'hoari eus FC Barcelona, unan eus kleuboù brasañ zo 'bar bed! Displeget eo ar c'hrogad gant Maïna Gars hag Erwan Blanchard.


RB Salzburg-Stade Brestois eil devezh Champion's League!

RB Salzburg-Stade Brestois eil devezh Champion's League!

01/10/2024

Da geñver eil devezh Champion's League e oa bet degemeret Stade Brestois gant Red Bull Salzburg. Gounezet o doa ar Vretoned o match kentañ ouzh kampion Aostria Sturm Graz gant un disoc'h 2-1... Lañset eo ar c'houlzad Champion's League war an ton bras. Reiñ a reomp da selaou an eil krogad zo bet c'hoariet gant Stade Brestois e Kip Europa. An dro mañ emañ ar re Ti Zefs 'ba Salzburg... Ur match eus ar c'hentañ bet gounezet gant Brest 4 da 0... Displeget e oa bet ar c'hrogad gant Leo Gwilherm hag Erwan Blanchard, war eeun eus studio Arvorig FM 'ba Landerne.