-BD (Tangi Poisson) : 'La Balada del Norte'
-Un dro e Kemper: an teatr Max Jacob, pe resisoc'h an dachenn Bouchaballe (Yannig Laporte/Morgane Bramoulle)
-Pa ra paotred ar sinema krouedurioù artifisiel deus ar merc'hed: petra eo, ar 'male gaze'? Manon Renault / Marianne Vaidie
-Ur c'haier c'hoarioù e brezhoneg kinniget gant Sten Charbonneau ouzh mikro Anton Burel
-Kastell Kerminy a zegemer arzourezed hag arzourien e residañs (Elodie Signor/ Metig Jakez-Vargas)
Ma c’hallfe pep hini e Kreiz Breizh kaout an tu d’ober anaoudegezh gant an arzoù hag ar sevenadur kenkoulz ha n’eus forzh piv a vefe o chom en ur gêr vras, sell aze pal kentañ ar gouel [Lieux Mouvants] (https://lieux-mouvants.com/) . Dañsoù, sonerezh, kaozeadennoù gant tud a oar diouzh o zraoù, diskouezadegoù... Stank eo ken ec’h eo an danvez ac’h a d’ober ar « festival etre natur ha kultur », harpet abaoe ar c’homañsamant gant Kumuniezh kumunioù kreiz Breizh, ar CCKB. Krog ar jeu abaoe penn kentañ miz Gouere met padout a ray betek an 23 a viz Eost. Gant-se n’eus digarez ebet da chom hep mont di da sevel e fri. Disul e oa bet Tomaz Laquaine e Laruen o welet Antoinette Blejan a zo a volontez vat o sikour ar gouel un dek vloaz bennaket zo.
Deus Les Mardis Têtus e vo komzet en abadenn ivez, e kompagnunezh Etien Kabared eus [Les Musiques Têtues] (https://musiquestetues.com/) .
Sonerezh :
Janeta, Cocanha
Toco la Toccata #1, Philippe Ollivier
Dans ma maison, Alma Rechtman
Le Pebre, Sourdure (gant Lisà Langlois)
Un abadenn lusket gant Tomaz Laquaine-Jakez
-Marthe Vassallo a vo warch'oazh gant ur lodenn deus ar C'hoeur Mélisme(s) e Kastell Trevarez evit reiñ -e-kerzh an abadennoù programmet dindan an anv 'les Estivales'- 'Les lavandières de la nuit'.
-Yannig Laporte a gaso Morgane Bramoulle dre straedoù Kemper, ar wezh-mañ war-zu ti-kloz diwezhañ ar gêr. Hag hemañ a zispaka sklêrijenn war sokiologiezh kerbenn Kerne d'ar poent ma oa oa c'hoazh digoret.
-Sarah Geffard Michel zo o strollañ, o renkañ, hag o talvoudekaat dielloù an embregerezh Hennaf e Pouldreuzig : miret e vezont abaoe 120 vloaz (Morgane Cotten)
-PAF, ur vandenn dreset kinniget gant Tangi Poisson: hiziv, 'le Joint Français'.
-Kentin le Priol a zeu en-dro gant ur c'hinnig bet graet en Nevz-amzer gant strollad an Ekologourien: kinnig ur c'hoñje hin pa vez re domm an amzer da labourerezed ha labourerien zo. (Metig Jakez-Vargas)
-ha diwar-benn an hin adarre, diwar ar mod ma chench hor buhezioù : Aodren Sanner, pomperez, a gont deomp penaos 'oa al labour, ha gant pe breder 'oa kaset e miz Gouhere (Anton Burel)
Atersadennoù :
Kalstra hag OktoH, skol nevez ar rap e brezhoneg
Amelik gant un arvest sonerezh-teatr Voyage d'un Oud
Marthe Vassallo gant he arvest Marivon Vras
Kronikenn : PAF! (bannoù-treset)
Hag ivez : liv an amzer
Sonerezh : Kalstra, Okto H, 'Ndiaz ha Plouz&Foen
Kinniget gant : Liza Jakez-Vargas
Brav eo an amzer e Breizh, eus Brest betek Naoned, glav ebet war hon fennoù. Pouezus eo evañ dour pa vez tomm gor an amzer evel-se. Dour evapl, dour eus ar rivieroù, eus ar stêrioù, dour o tifoupañ eus an douaroù… E-kreiz an tabutoù zo emañ an dour - eus Breizh betek Palestina. Deus an dra-se e vo anv hiziv en hoc’h abadenn Heklev an Hañv.
. Gerard Lahellec, senedour Aodoù-an-Arvor eus ar strollad Komunist Republikan Citoian Ekologist. Hennezh ‘n oa votet a-enep d’al Lezenn anvet Loi d’Urgence Agricole lec’h ma vez cheñchet kalz an doare da wareziñ, da verañ ha da stokiñ an dour a-benn kontantiñ interestoù an agro-industri.
. Ur gronikenn Gerioù ar Vuhez diwar-benn ar Gwirioù gant Herri an Naou ha Marie-Laure Groix.
. Jeannot Flajeul eus Palestina Dieub 22. Ral a-walc'h eo an dour e Sav-Heol kreiz. E-kreiz ar brezel a gas Israel evit aloubiñ ha trevadenniñ an tiriadoù tro-dro dezhañ emañ an dour.
Sonerezh :
. Entre dos Aguas, Paco de Lucia
. Love is You, Faraj Souleiman
-Loargann a ginnig div nozvezh e Su Penn-ar-Bed evit lenn an oabl, hag un emgav evit gwelet ur fallaenn war an Heol (Dominik Merrien-Marianne Vaidie)
-'Cracottes' ha 'Brindilles', div abadenn ganet gant Simon Creachcadec (Marianne Vaidie)
-Margot Rupin, klañvdiourez, a ro he santimant da vMetig Jakez-Vargas goude m'eo bet desket e vo serret plasoù da zeskiñ he micher e Breizh.
-Iliz ha Kloz Lokmaria, ur weladenn gant Yannig Laporte (Morgane Bramoulle)
-hag evit kregiñ ganti, un dro er vandenn-dreset ''Lorraine, coeur d'acier'' gant Tangi Poisson
An diskouezadeg "Warhol" a vez dalc'het e Kef Helene hag Edouard Leclerc (FHEL) e Landerne betek fin miz Genver. An hanterourez sevenadurel Elise ar Fourn a ginnigo buhez hag oberennoù arzour ar "pop-arz" deomp.
Brice ar Penneg a embanno ur gronikenn diwar-benn bagad bro Landerne a sono warc'hoazh da geñver an abadenn "Fest e Landerne".
Petra a rit e-pad an hañv ? Kasit ho "Mouezhig" deomp ! Lucia Giacomazzi zo ur studierez eus bro Italia. O labourat e Gwarez filmoù Breizh emañ e-pad an hañv. Keñveriañ a raio he bro ha Breizh en he c'hartenn-veaj.
Eil abadenn "Radio Susinioù" a vo embannet gant strollad kazetenniñ KEAV : Mai, Yann-Mai, Yann-Fañch hag Yves.
Brieg Guerveno a vo da welet e gouelioù Kerne gant ur grouidigezh dibar
Fest an hoc'h a vo dalc'het d'an 8 a viz Eost e Ploveilh
40vet deiz-ha-bloaz ar strollad Dremmwel
Ar c'hronikennoù PAF! hag Istor Kemper
Sonerezh La Femme, Brieg Guerveno, Alice Costelloe, Dremmwel hag Indus
Votet 'oa bet al lezenn Loi d'Urgence Agricole dec'h d'an noz er Vodadenn Vroadel ha deus-se 'vo kaoz hiziv evel just.
Gant mouezh-aotreet Koñfederasion ar Beizanted 22 Goulven Troadec hon eus lakaet ar gaoz war ar prezegennoù oa bet aozet gant Ministrerezh al Labour-Douar etre miz Meurzh ha miz Even 2026 e Breizh : « Prezegennoù war souveneriezh ar boued ».
Bev ha gwarezet an natur e lec’hioù zo. Er Roc’h-Ugu e Pleuzal e vez klasket en ober. Tro-dro d’ar c’hastell zo un park bras gant gwez, poulloù, plant ha loened. Ur vizitadenn heuliet o doa enrollet Yann Boishardy ha Sahel Frangeul-Rabeau eus RKB du-hont, lec’h ma oa Divi Alliot-Toupin (Ti ar Vro Treger-Goueloù) o treuzkas e varregezhioù war sekredoù an natur.
Hag a-raok klozañ an abadenn-se ez imp betek Penn-ar-Bed asambles gant Jean-Noël Ballot. Hennezh zo eil-prezidant Breizh Vev ha gantañ ‘vo anv eus an 9 c’humun a c’hallfe bezañ diglaset eus an tachennoù gwarezet deus an nitratoù.
Muzik :
Elza Soares, Libertação
Soledad, Entré a mi pago sin Golpear