En em gavet eo an Amerikaned ! D'ar c'hwec'h a vij-Even 1944 'oant debarket e Normañdi ! Pront goude-se 'oa bet liberet Breizh neuze, e miz-Eost. Met bec'h a oa bet er vro c'hoazh ! Ne faote ket d'an Almañted mont kuit ha meur a wech o doa ranket ar Rezistañted en em gannañ ganto ivez. Ha lod deuzouto ne oant ket aet kuit 'met e penn diwezhañ ar brezel zoken, e miz-Mae 1945, e-giz en Oriant. Dont a ra ar brizonerien en-dro hag asambles gant an dra-se 'oa komañset da "buraat" ar vro en-dro ...
Forzh peseurt bro 'vefe 'oa bet tud a oa bet o labourat asambles gant an Almañted e-doug ar brezel, e Breizh e-giz er broioù all. Lod, lakeomp a zisklêrie ar Resistañted a oa kuzhet er vro. Met lod all a oa bet pelloc'h c'hoazh, e-giz tud ar Milis pe re all ar Bezen Perrot. Nasionalisted breton a oa bet o labourat asambles gant an Almañted ivez, e Berlin 'oa bet ur gouarnamant breton en harlu memes.
Bloavezh 1942. Okupet eo Breizh gant an Almañted. Med mont a ra fall an traoù evito etramek ar reter : n'int ket deuet a-benn da vezañ trec'h d'an URSS ha neuze tout ar baotred yaouank a zo bet kaset d'en em gannañ. Ne chom ket labourerien a-walc'h en uzinoù ha setu 'oa graet o soñj gant an Almañted da gas labourerien all da gemer o flas. An STO 'oa bet graet deus an dra-mañ : Service du Travail Obligatoire. Asambles gant an dra-mañ 'oa komañset an Trede Reich da zeportiñ ar Juifed. E Breizh amañ-giz ne oant ket kalz a-raok ar brezel, met lod a oa bet oc'h en em guzhañ er vro. Stert 'oa ar vuhez amañ koulskoude hag ouzhpenn 'veze bombardet ar vro ingal-tre gant an Amerikaned hag an Añglichen.