Bet on kaout tud o deus tañvaet ar blijadur da c’hoari un dro bennaket. An arnodennoù kentañ o deus bevet zo bet ket interesant dezhe -evit abegoù liesseurt, ezteurel, santout, reiñ mouezh, sevel a-stroll- ken int chomet gant ar c’hoant da lezel ar c’hoari en em silañ en o buhez ‘’au long cours’’ evel e lârer e galleg, ha lod betek ober deus ar c’hoari, war ul leurenn pe dirak ur c’hamera ivez, o micher.

Er 7 rann tremenet hon eus klevet testenioù tud etre 25 ha 40 vloaz kaozeal eus o identelezh, o diaesterioù, o joa, o sell war ar bed o vezañ LGDTE+. Evit klozañ an heuliadenn e vimp gant tud eus ur remziad all, Myriam ha Yann a zo tro 60 vloaz hiziv. Soñj o deus eus ur mare lec'h ma oa maez lezenn bezañ gay pe lesbian e Frañs. Tro o deus bet da selaou eus testenioù ar re yaouankoc'h hag e roont o sell bremañ war ar sujedoù lakaaet war-well ganeomp dija.
Mil mersi da Yann ha da v/Myriam evit o zesteni er rann-mañ, da Eno, Liza, Loïc, Metig, Rosalie ha Valentin klevet er 7 rann all ha d'ar re all o deus digoret an hent o vevañ o buhez libr.
Daoust hag eo ur redi stourm ma vezer LGDTE+ ?
Lod n'o deus ket c'hoant da enebiñ ouzh ar feulsterioù graet outo, n'o deus ket c'hoant da anavezout ez eus feulster zoken, lod all zo erru skuizh da stourm hag o deus kavet doareoù da vevañ e peoc'h gant ar bed, lod all c'hoazh o deus ezhomm da stourm evit gellet bevañ.
Rosalie, Valentin, Eno, Liza ha Loïc a zo kentoc'h stourmerien·ezed hervezho ha pep hini 'neus h·e mod da stourm.
Un abadenn gant Morgane Bramoullé.
Daou dra boutin a zo d'an holl vouezhioù a glever en heuliadenn Queeromp : bezañ brezhoneger·ez ha bezañ L, G, D, pe T.
Met peseurt liamm a zo etre an div vinorelezh ma z'eus unan ?
Er rann-mañ e vo kaoz eus ar vezh hag eus al loc'h, kaoz e vo eus petra 'ra d'ur vuhez bezañ minorelaet, peseurt stourmoù a zegas, peseurt nerzh ivez.
Un abadenn gant Valentin, Metig, Loïc, Liza hag Eno kaset da benn gant Morgane Bramoullé.
Michel de Montaigne, ganet e 1533, a skrive en e levr Les essais, "Notre vie n'est que mouvement". Da lâret eo, fiñval, er c'horf, er spered, er galon eo bevañ. Paouez da fiñval eo mervel.
Ar prederour Paul B Preciado ganet tost 500 vloaz war lerc'h e 1970, a labour, en e levr Un appartement sur Uranus, war tem an treuziñ e liamm gant an dreuzidentelezh. Displegañ a ra penaos n'eo ket treuziñ, mont d'ur poent A betek ur poent B, met kentoc'h bevañ el lec'h treuziñ-mañ. An dra-se eo bevañ da vat, treuziñ, fiñval. Ha gwir eo evit an holl draoù a vev.
Queeromp, hon identelezhioù o fiñval gant Liza, Loïc, Rozalie ha Metig.
Un abadenn gant Morgane Bramoullé.
Coming out, un dro lavar e saozneg implijet bremañ e meur a yezh evit termeniñ ar fed da embann e vezer treuz, div, gay, lesbian d'ar re all.
E brezhoneg e c'hellfer lâr "emziskuliañ".
Perak e vez lâret "coming out" ? Berraet eo bet an dro lavar, "Coming out of the closet" a oa ar frazenn orin. Gallekaet eo bet e "sortir du placard". An armel a vefe al lec'h lec'h e vez kuzhet ar sekredoù mezhus. Chom en armel a dalv neuze chom hep embann e identelezh gant an aon da vezañ mezekaet gant an dud tro-dro, da goll h·e labour, h·e zi, mignoned·ezed ha kerent.
Tud zo n'o deus diaezamant ebet da gompren ha da lâr int queer. Tud all ne rint morse o c'homing out. Hervezh ur studi graet e 2019 gant ar Yale School of Public Health ez eus 83% eus an dud LGDTE+ er bed a guzh piv int.
Emziskuliañ n'eo ket anat neuze.
Loïc hag Eno a gont an dra-se da v/Morgane Bramoullé.