Er gronikenn ziwezhañ gouestlet da gontañ deoc’h piv ‘oa an anarkour brestad Hervé Coatmeur, lesanvet ‘le Sphinx’, e lâren deoc’h penaos en doa roet mouezh evit souten Victor Pengam, pa oa kouezhet dindan selloù ar Prefeti hag ar Justis. Ganet e Brest e 1833, marvet e Kergereg, karter a Lambezelleg e 1920, Victor Pengam ‘oa paotr ar sendikadoù, pe ‘coopérateur’, hag anarkour.
N’eo ket gant e dud ‘oa bet desavet met gant an aozadur ‘les Pupilles de la Marine’, ar pezh a reas anezhañ un deskard en Arsanailh adalek 14 vloaz, hag ar pezh a reas istor Brest ivez.
-Un dro e Plian, e kalon ar vanifestadeg bet dalc'het enep an tu dehoù pellañ: perc'henn Kerfave, Erik Tégner, zo vont da c'hoari ar braser eno. (Yann Boishardy)
-Yann-Ber Kemener a zeu da ginnig deomp kaier nevesañ 'Eost Terrug' (Morgane Cotten)
-Anna Quéré, deus Bretagne Culture Diversité, ha Tudi Crequer, diwar-benn ur podkast da ginnig talvoudegezh labour Daniel Jequel e RBO. (Morgane Cotten)
-Loeiz Bellec (War Hentoù an Antroposen) : ar rhodium
-Div vunutenn evit kompren penaos implijout ar mekanik da walc'hiñ (Morgane Bramoulle)
-Keleier: Erwan Blanchard
Goude marv Crazy Horse e 1877, goude ma oa bet peursujet Red Cloud ha drouklazhet Sitting Bull e 1890, goude lazhadeg Wounded Knee ne chome mui netra eus ar Resistañs norzh-amerindian kalonek a oa bet kaset gant ar bobl Sioux e fin an XIXvet kantved. Kraouiet 'oant bet e mirvaou treset o harzhoù gant an Norzh-amerikaned nevez, diberc'hennet eus o douaroù, deus o sevenadur, eus o c'harg a gerent a-wezhoù. Peurvezhekaet. Truekaet. Beuzet er boeson. Ne vire ket deusoute da chom tud, ha don enne e klaskent c'hoazh gouzout piv oant hag adc'hounit o lorc'h hag o librente. Er bloavezhioù 1950 'oa bet ret d'an Norzhamerindianed yaouank mont war-du ar c'herioù bras. Er c'herioù bras-se o doa en em gavet gant minorelezhioù all, minorelezhioù stourm, minorelezhioù desket war ar bolitikerezh hag an istor, an holl el luskad enep ar gouarnamant evel ma oa pleustret d'ar c'houlz-se: Black Panthers, ar Bortorikaned, an enebourien d'ar brezel kaset e Vietnam. Ar birvilh-se, an entan nevez-se en deus roet, e 1968, an American Indian Movement, savet a-ziwar patrom ar luskad da zifenn gwirioù sivik ar re zu. An AIM neus graet berzh, brudet eo bet buan.Hag abred ivez 'oa arruet Léonard Peltier ennañ.
D'an 3 a viz Gwengolo 1928 e tistro Alexander Flemig d'e labourva, goude ur prantad vakañsoù. Labourat a ra evit ar Saint-Mary's Hospital, e Londrez. Lezet en doa bakterioù stafilokok kreskiñ ha liesaat. ha kavour a ra ar boestoù m'emaint trevadennet gant un doare kotoñs arc'hlas, lous. Ar foueenn penicillium notatum eo a zo bet kavet he hent ganti: deuet eo deus boestoù tost ouzh re Flemming, diouzh boestoù ur medisin all, hag a vez o labourat en e gichen. Fleming zo prest d'o skarzhañ holl met ur skiantour eo da gentañ: sellet a ra a dost ouzh an danvez kresket en e voestoù, ha dont a ra dezhañ un anadenn. Miret eo bet ar stafilokokoù da greskiñ, da liessaat ha da gemer muioc'h a blas er boestoù e-lec'h m'emañ ar fouenn. Un danvez bennaket enni a zo kat da vougañ ar bakterioù. Diouzhtu 'ra Fleming Penicilline eus ar foue-se.