Pennad-kaoz ar sizhun

Radio Kreiz Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Yoran, embanner ar pobloù minorelaet

Yoran, embanner ar pobloù minorelaet

13/04/2023

Emañ Yoran Embanner o tremen eus daouarn Yoran Delacour da re Alan Kloareg, stourmer yaouank eus kreiz Breizh. Divizet en deus embanner Fouen' treuzkas frouezh e labour... Ouzhpenn 200 levr bet embannet gantañ abaoe ar bloaz 2003 ! Liesseurt eo an danvez : levrioù war Breizh evel-just, natur ar vro, he glad, hec'h istor... E-pad pevar bloaz warn-ugent e oa bet Yoran Delacour o labourat evit Coop Breizh araok sevel e di-embann. Lârout a ra deomp deus pelec'h e teu e garantez evit al levrioù...


Annie Gwilhoù diwar-benn ar metanizañ

Annie Gwilhoù diwar-benn ar metanizañ

13/04/2023

Evit ar sizhun e vo komzet deus industriezh ar produiñ gaz-teil pe metan. Mont a ra war-grec'h an niver a vetanizerien a vloaz da vloaz, ispisial e Breizh. Ouzhpenn 200 metanizer ac'h a en-dro e Rannvro Breizh, ar pezh a ra dezhi bezañ ar c'hentañ rannvro ba'r Frañs evit pezh a sell an niver a vetanizerien dre kilometr karrez a zouar-labour. Ar pezh n'eo ket souezhus pa ouier pegement a loened a vez produet er vro bep bloaz. Betek digwener e sellimp a-dost deus afer ar pezh metanizer a c'hallfe bezañ savet e Ploufragan, e-tal Sant-Brieg. War dachenn labourerezh ar Châtelets emañ an embregerezh Engie Bioz gant ar soñj sevel ur metanizer a c'hallfe lonkañ 100 tonenn a zanvez bemdez. Bet eo graet an enklask-publik e-kerzh an hañv hag e miz Eost en doa ar c'homiser-enklasker lâret « ya » d'ar raktres... Bet oa Tomaz Laken o konto gant Annie Gwilhoù, kenbrezidantez ar gevredigezh Halte aux marées vertes...