Tramor

Radio Kreiz Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Altan - Donegal

Altan - Donegal

01/02/2025

Strollad staliet ha gwriziennet en donegal, Altan zo brudet dre pevar c’horn ar vro !
En Donegal, e hanternoz iwerzhon, vezer kustum da welet sonerien ha sonerezed a lako ho kalon da dommañ michañs ! Trugarez vraz a laran da Martin Tourish, soner akordeoñs Altan, en deus roet sikour din evit lakaat da geñver buhez ar strollad em abadennig !


Sonerezh breton sonnet en tu all d’ar mor

Sonerezh breton sonnet en tu all d’ar mor

09/01/2025

Dav vo deomp treuziñ mor Breizh vel just, meurvor atlantel, ha pleg mor Gaskogn zoken ! Sonerien ha sonerezed iwerzhon, skos, amerikan hag all neus foetet bro, erru ba breizh, renkontret sonerien ar vro, ha desket gante an ton-mañ-ton…


Ar veaj

Ar veaj

07/12/2024

Beajiñ ha foetañ bro, pe mont kuit ha divroañ... Ar veaj a greiz tout…. setu skrivet tem an abadenn. Awen an arzourien hag arzourezed evit kompoziñ ha kanañ war un dro, a vouezh uhel o zristidigezh da gimiadiñ, pe o c'hoant fiñval ken don.


Meskañ sonerezh Iwerzhon

Meskañ sonerezh Iwerzhon

06/11/2024

Meur a stil zo bet mesket gant sonerezh hengounel bro Iwerzhon. Kerzhout a ra mat ar fusion, pe gamm hag iskiz a c'hell bezañ ! Deoc'h da selaou ouzh strolladoú bet brudet evit o labour meskañ!


Deus ar sonerezh hengounel d'ar folk e bro Saoz

Deus ar sonerezh hengounel d'ar folk e bro Saoz

03/10/2024

Sonerezh hengounel, kanaouennoú dastumet, pojoù saozneg kozh, folk deuet da folk rock, hir an hent evit kompren cheñchamantoù 'n eus digaset ar revival folk e bro Saoz. Gant ar spi vo sklaeroc'h an traoù goude bout selaouet an abadenn-mañ !


An daouad e sonerezh Iwerzhon

An daouad e sonerezh Iwerzhon

02/09/2024

Ur stumm a destenner bep taol pa sonjer e hengoun ar sonerezh Iwerzhon. Gwir pe pas ? Daouadoù sonerezh ken brudet ken oant kemeret vel referañs, mod pe vod. Deoc'h da glevet daouad-mañ-daouad em eus choazet en abadenn-mañ !


Clannad

Clannad

16/07/2024

Clannad, ur strollad deus Gaoth Dobhair e Donegal, en deus graet berzh o krouiñ ur stil dibar etre sonerezh “keltiek” ha new age pe world music ! Deoc’h d’ober ho soñj o selaou dioute. Gwirziennoù don gante e gaeltacht iwerzhon-se, brudet evit an niver a sonerien ha sonerezed.


Cistre ha Bouzouki e sonerezh Iwerzhon

Cistre ha Bouzouki e sonerezh Iwerzhon

07/06/2024

Atersadenn ar soner Cistre Ronan Pellen evit gwelet istor ha skouerioù sonet ar bemvegoù se. Dre sell an ambrouger hag e vlaz 'po un digarez da gomprenn an diforc'h etre an daou venveg sonnet kalz eno hag amgin ivez bremañ !


Gordon Duncan

Gordon Duncan

23/05/2024

Biniaouer brudetañ bro Skos, n eus modernaet an doare da seniñ pegen barrek e oa ! Ur sapre donezon hervez kont. Sonerezh ur gwir mestr d'ur bern biniaouerien a ginnigan deoc'h en abadenn mañ !


Rebel songs en Iwerzhon a-bezh

Rebel songs en Iwerzhon a-bezh

06/05/2024

Un abadenn gaer tremenet en div yezh ar wech mañ : Saozneg ha Brezhoneg. Aterset em eus Rodney Devine, paotr Iwerzhon an Norzh, evit komprenn ha selaou-douz Rebel songs, kanaouennoù disent, a destenn douz buhez an iwerzhonized an amzer mañ amzer. Trugarekaat a ran anezhañ evit bout komzet deus un danvez frommus dezhañ.