Setu skipailhad Distruj evit ur pempvet koulzad ! Goude un hañvezh leun a droioù kaer eo distro Herri ha Tangi da gas sonerezh punk en ho tivskouarn. Hag evit abadenn gentañ ar c’houlzad o deus divizet an daou lampon da gas deoc’h nevezentioù pe tonioù selaouet ganto e-pad an hañv.
Bec’h dezhi !
Da glevet en abadenn :
- Lions Law - Zonard (ft. Survet Skins)
- Coupe Gorge – Au fond de cette prison
- Home Front – Nation
- KATARSI - Hil Eta Gero Bizi
- Lamprea Explosiva – Flores
- An Slua - On Your Plate
- Bait - No Pride
- Arrest - Pobre y peligroso
- Pinpilinpussies – ERRE
- Mausoleo - Verte ser
- Dead Years- Cloaks
- MESS - Stay strong
- Rancœur – L’imposteur
- Utopie – Ville Fantôme
Evit abadenn diwezhañ ar bloaz eo bet skipailh Distruj da bourmen er menezioù. En em gavet eo Mouli, Herri, Mailys ha Tangi e Plouneour-Menez da vare ar festival Punx Ar Menez. Staliet ar studio a-dreñv ar gegin hag enrollet un abadenn un eurvezh da dreuzkas deoc’h aergelc’h ar festival. Ha kalzig a dud zo tremenet da gemer perzh en abadenn, Tara deus ar strollad Mouilc’hi, Max deus Toxic Rites, Solena deus al laz-kanañ Matt, Julia ha Solena, ha Joël o chom war al lec’h. Ouzhpenn tonioù ar strolladoù tremenet er festival ‘vo klevet, sonerezh live deus ar c’hentañ ‘vo ivez.
Bec’h dezhi !
Da selaou en abadenn :
- LUKIEK - Eroan Zaitue
- TOXIC RITES - Modern Nightmare
- VCNCS - MHI
- NEUF VOLTS - Super skate
- MATT, JULIA HA SOLENA – Ur maligorn dindan ar glav
- BARREN? - To die for
- CARRIEGOSS - Castle
- BAKOUNINE - Fuck The City
- RIGOROUS INSTITUTION - Fever
- SHAME - Concrete
- BULL BRIGADE - Il fuoco non si e spento
- MOUILC’HI - An alabardig
Goude ur miz harzoù-labour eo distro skipailhad Distruj da lakaat punk en ho tivskouarn. Ha dre m'emañ ul lodenn deus ar skipailh en harz-labour c'hoazh e lakaimp ac'hanoc'h da selaou bandenn-son punk ar manifoù. Reveulzi, emsavadegoù, tonioù nerzhus evit kas ac'hanoc'h er straedoù !
Da selaou en abadenn :
- Youth Avoiders - Street Violence
- MESS - Fire Fire Fire
- 8°6 crew - Émeute
- Litovsk - Cerises et Grenades
- Crime of Passing - World on Fire
- Rotten Mind - City Rats
- Krav Boca - Barrikade
- Shlag Division - Chaos
- Bleakness - Refuse Their Reality
- Marmol - Guerra de clases
- Heyoka - État des lieux
- Trouz an noz - La voix du maitre
- Rancœur - Un autre futur
- Crua - Crua
E-kreiz ar goañv hag ar yenijenn en deus dibabet skipailh Distruj mont d'ober un dro da Bolonia. Mailys, Herri ha Tangi o deus kavet ur gamaladez nevez, Garlonn hec'h anv, da gas tonioù punk ha da flapiñ tro-dro d'an daol.
Bec'h dezhi !
Da glevet en abadenn :
- Defekt Muzgo - Strach
- Demolka - Kosmos
- Dezerter - Spytaj Milicjanta
- Dezynfekcja - Rzez
- Homomilitia - Depresyjna
- Klaus Mitffoch - Smielej
- Ohyda - Drgawki
- Kobranocka - I nikomu nie wolno sie z tego smiac
- Post Regiment - 06 numer
- Siekiera - Bez konca
- Helter Skater - The sun shines still
- Wieze Fabryk - Od a do o
- Tramhaus - The goat
Distro war an hentoù gant skipailhad Distruj ar miz-mañ. Ha divizet eo bet gant Mailys, Herri ha Tangi kas ho tivskouarn war-zu Amerika ar Su. Klazig a donioù kanet e kastilhaneg met ivez e portugaleg pe mapuzungun, yezh ar bobl mapuche. Peadra da lakaat ho tivskouarn da veajiñ etre ar c'hrust, an oi! pe ar post-punk.
Deomp dezhi !
Da glevet en abadenn :
- MESS - Sospecha
- Anti-Corpos - Sororidade
- Criminal - Realidad
- Plastique Noir - Catedrais Em Chamas
- Tomar Control - Aqui Sigo
- Polikarpa Y Sus Viciosas - No al servicio militar
- lhan - Azewge
- Primer Regimen - Terroristas
- Uzi - Existencia absurda
- Desborde - Ya no quiero ser parte de este mundo
- Ratos de Porao - Crucificados pelo sistema
- DHK - Eskuchar punk en el viejo tocadiskos
- Porno Para Ricardo - Comunista chivaton
- Futuro - Gestalt
Evel bep bloaz bremañ en em gav skipailhad Distruj tro-dro d'an daol e penn kentañ miz Genver evit ober un tamm bilañs. Gant Mouli, Mailys ha Tangi 'vo lakaet o zonioù muiañ karet deus 2022, pe strolladoù o deus gwelet en tavarnioù pe salioù sonadeg e-kerzh ar bloavezh paseet. Gwellañ best-off punk evit ho tivskouarn war Radio Naoned.
Bec'h dezhi !
Klevet 'vo en abadenn :
- Dead Years - Liquefied
- Gurs - Tierra Quemada
- Syndrome 81 - Vivre Et Mourir
- Prisonnier Du Temps - Comme Un Lion En Cage
- Vcncs - Exi(s)t
- Reflex - Perspective
- Utopie - Dent De Scie
- Träume - Landszaft Utrapienia
- Bombardement - Immondice
- Scarecrow - Pain For Profit
- Crime Of Passing - Off My Shoulder
- Börn - Vonin Er Drepin
- Rotten Mind - Serpent Eyes
- Pronostic Vital - Vieux Souvenir
Evit abadenn diwezhañ ar bloaz eo en emgavet Tangi gant Mailys un nebeud devezhioù a-raok ur festival mil vrudet e Roazhon : Les Transmusicales. Un digarez da zistreiñ en amzer (gwechall ‘oa gwelloc’h) da ziskoachañ un nebeud strolladoù punk tremenet dre leurennoù ar festival. Un digarez ‘vo ivez da lakaat tonioù strolladoù a vo gwelet ar bloaz-mañ, en tavarnioù kentoc’h, evit Bars en Trans, pe en off.
Bec’h dezhi !
Klevet ‘vo en abadenn :
- Sigue Sigue Sputnik - Love Missile F1-11
- Les Cacahuetes Hurlantes - L’illuminé
- Dazibao - Baykher
- Kalashnikov - Listen To What I Say
- The Dizzy Brains - Boom
- Blanketman - Beach Body
- Reykjavikurdaetur - Reykjavikurdaetur
- GLITCH - I Need A Blue
- Kamarad - Federball
- Tramhaus - Marwan
- Beatfoot - Totally Sober
- Ada Oda – Niente Da Offrire
- Dysnomia - Envie De Fuir
Pell zo 'oa ket deuet Mouli da blantañ kaoz sonerezh punk en abadenn Distruj. E bro Gebek 'oa evit ur prantad ha kaset ur bern tonioù gantañ en e chakodoù betek studio Roazhon. Kontañ a raio da dTangi e veaj, en tavarnioù pe er festival Warning From Montreal, met dreist-holl e komzo deus ar strolladoù punk, hardcore pe oi gwelet gantañ.
Bec'h dezhi !
Da glevet en abadenn :
- American Devices - Spontaneous Combustion
- Chronophage - Summer To Fall
- Out of Sytem Transfer - Witches Sabbath
- Union Thugs - War on the Workers
- Durs Coeurs - Chateau De Cartes
- Ultra Razzia - Dans La Gueule Du Loup
- Fuerza Bruta -Verdugo
- Total Nada - La rabia
- La Milagrosa - Bastardos
- Flower - Rapture
- Asile - Sous Le Joug
- Destruct - Wars of Attrition
- Headsplitters - Condemned
- Languid - Future
- ABSOLUT - Cause of Death
- Ectoplasm - Drown
Ur wezh c'hoazh en em gav kamaladed Distruj war an hent. War-zu Italia ar miz-mañ. Herri, Maelig ha Tangi a gaso ho tivskouarn etre strolladoù Oi! mod kozh, re post punk diwasket pe rap shlag. Muioc'h a spi a vo en istorigoù beaj an tri animatour.
Gant ur miz Here leun ar sonadegoù e Roazhon dreist-holl 'vo un deiziataer deus ar c'hentañ.
Deomp dezhi !
Ar pezh a vo klevet en abadenn :
- Nabat - Scenderemo nelle strade
- Erode - Orgoglio proletario
- Colonna Infame - Non morira
- Zeman - La nostra gioventu
- Golpe - La colpa e solo tua
- A Culture Of Killing - Walls
- The Smudjas - Weapons
- Morgana - Provare ancora
- Massimo Pericolo - 7 miliardi
- Azione Diretta - Siamo Tempesta
- Dead Years - Liquefied
- Lassie - Nightmares
- Rotten mind - Die young
Setu distro bandennad Distruj goude vakañsoù leun a droioù kaer. Klok eo skipailh Roazhon gant Herri, Snoopy, Maelig ha Tangi evit adkregiñ ganti. Kaset o deus ganto strolladoù gwelet (pe get) e-kerz an hañv, sonioù diskoachet nevez zo, pe just tonioù selaouet ganto an daou viz diwezhañ. Un eurvezh a blijadur evit ho tivskouarn.
Bec’h dezhi !
Klevet ‘vo en abadenn :
Gurs - Mil manos y un corazon
Gonna Get Yours - Thunder
Tenue - Narrenturm
Bad Breeding - Dehumanised
Deaf Chonky – The babysitter
Morte - Cancion maldita
Lupus - La vida misma
Oki Moki - Intzak higatik
L’Envers Du Decor - Heyoka
NEDS - Watergun Riot
VCNCS - Obedient [A.C.A.B]
Dead Years - A dead truth