'Giz bep bloaz bremañ eo bet skarzhet gourdonner Stad Roazhon FK a-raok an nevezamzer. Ur cheñchamant da zegas spi en-dro ? Pe er c'hontrol eo skuizh an harperien-ezed gant distabilded ar c'hlub. Maudan, Erwan ha Tangi a glasko respont d'ar goulennoù-se en abadenn E Ruz ha Du.
Echu ar c’houlzad gant Stad Roazhon ! Poent eo da Erwan, Maudan ha Tangi ober ar bilañs kentañ. Disoc’hoù fall ar skipailh pennañ, met ivez an trec’h e kib Gambardella gant ar re yaouank ha peseurt sell evit an dazont : setu ar pezh a vo klevet en abadenn.