Tavarn Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Denise L. - Honnezh a c'hoarzha a vegad !

Denise L. - Honnezh a c'hoarzha a vegad !

29/04/2024

Eman Denise lan a nerzh ha beugon. A Verlavinez eman met heuliet ‘noe he zud doc’h tu Lokmikelig pa oe yaouank. Kontin a ra deomp he buhez labour en dachenn ha er porzh pesked ba’an Oriant.
Musik :
« Gwashan micher » - Pierre Guillevic
« Kaj » - Mehrad Hidden


Briec Doujet - Ar c'han

Briec Doujet - Ar c'han

29/04/2024

Setu trede lodenn an atersadenn graet get Brieg Doujet. Intereset aboe pell get ar c’han en en deus ‘n em lakaet da zeskin kanal en ur gelenn. Aozet vez gete berman abadennoù a bep seurt : atalieroù kan, filajoù, hag all.


Brieg Doujet - Kouign amann eit ledanaat ur rouedad

Brieg Doujet - Kouign amann eit ledanaat ur rouedad

29/04/2024

Damp en dro e kompagnonezh Brieg Doujet eit eil lodenn e atersadenn. Arlec’h bout bet e Alemagn eit e studioù hag ur labour ijinour, en ‘zo daet endro da Vreizh. Neuzen e gonta deomp penaos eo daet da vout kelenner, penaos en deu desket dansal dansoù a Vreizh en Alemagn et dreistoll penaost en doe impliet ur galloud dianavet ar c’houign amann.


Brieg Doujet - Parlant ar familh

Brieg Doujet - Parlant ar familh

29/04/2024

Ni’vo hiriv e kompagnonezh Brieg Doujet. Kaojet a vo geton a-ziàr benn ar brezhoneg ba e familh ha penost eo daet ar parlant-sen da vout e barlant ketan. En a gonta deomp pesort studioù en neus graet ha traouigoù a-ziàr e labour ketan e bro Alemagn.


Virjini Besnard - Liammoù etre an dud

Virjini Besnard - Liammoù etre an dud

29/04/2024

Hiriv e vimp e kompagnonezh Virginie Besnard ba Kilombo Mane Bihan, ur lec’h savet geti hag he hanter boutik Geraud nav ble zo . Du-sen e vez kavet yourtoù ha Tiny Houses, un atalier munuzer, ur jardin ha pradeier. He a zisplega deomp penaos a gerzha ar lec’h ha petra vez graet gete eit krouin liammoù etre an dud.Muzik :An Tri Pichon – Me’m eus un ... montrer plus


François Le Roux - Gov b'an Ignel

François Le Roux - Gov b'an Ignel

11/04/2024

François Le Roux zo ganet ba 1935 ba Ploe ha teskaoz neus soñj mat ag an eil brezel... Eñ gonta ivez un tammig diàr-benn brezel an Aljeri. Eñ gempenne ar c'hamionoù aze.
MUZIK
Jo Sergent - En Aljeri - KAB 97


François Le Roux - Gov b'an Ignel

François Le Roux - Gov b'an Ignel

11/04/2024

Ni zo ba komagnunzeh François Le Roux; En zo ganet ba 1935 ba Ploe. En neus groet pasabl a vicherioù. Eid komañs oe aet de vout mevel pa oa krenard, da 14 vlez. Daet eo en dro d'ar vro eid deskiñ ar vicher go : eñ houarne ar c'hezeg b'an Ignel.
MUZIK
Pascaline Le Roux ag an Ignel : Enig bihan
Foto : Theodrore Gericault


Jaime Da Silva - Kultur a vro Japan 3

Jaime Da Silva - Kultur a vro Japan 3

21/03/2024

Jaime Da Silva 'vourra kultur bro Japan, an dilhad mod-kozh hag ar sonerezh surtoud ! Hiriv kaoja deomp diàr-benn ar chanchamantoù zo bet b'ar sonerezh aze, a-c'houde an eil brezel. Eñ gaoja djar-benn ar vodel zo bet sonein kanennoù a vro Frans ba japaneg !Kanenn : Hidemi Sasaki - Parlez-moi d'amour - Un sonerezh ag ar stil "Chanson" ba Japan !Lima... montrer plus


Jaime Da Silva - Kultur bro Japan 2

Jaime Da Silva - Kultur bro Japan 2

21/03/2024

Jaime Da Silva 'vourra kultur bro Japan. An dra-se zo kaos en deus desket ar parlant a-c'houde ar skolaj. Ha n'eo ket aes ! Meur a feson da gojal a zo rhevez piv oc'h kaojal doc'hte. Hag ar skritur eo un afer arall, alkent, alkent. Eñ gonta deomp hirirv !
Kanenn : Tatsuya Ogawa - komañs a ra an iliz glubiñ
Limaj : Le Dit du Genji


Jaime Da Silva - Kultur Bro Japan 1

Jaime Da Silva - Kultur Bro Japan 1

21/03/2024

Jaime Da Silva a gaoja meur a barlant. Doc'hpenn ewit ar breton en deus desket ar japanaeg a-c'houde ar skolaj. Eñ zo ganet b'ar bleadoù 90 ha distell ur bochad tud ganet d'ar c'hours-se, kouezhet a-barzh Kultur bro Japon, a-gaoz d'ar Manga-ioù hag a base b'an tele ! Eñ gaoja deomp hiriv a skritur japaneg.Kanenn : Nagayama Yoko - Jonkara Onna Bushi... montrer plus


Première Précédent Suivant Dernière