Dait d'an davarn, Tavarn Kreiz Mintin !
Hiriv en abadenn vo klevet eil lodenn atersadenn Marc Brustier a-ziàr ar strollad c'hoariva anùet C'hoarivari ba Langedig. An deiz paset hon eus klevet penaos eo bet krouet ar strollad, hag hiriv vo kaoz ag ar pezhioù zo bet c'hoariet, savet pe troet gete.
Klevet vo ivez archiv kentellioù brezhoneg Albert Boshé ouzh mikro Marie-Laure Groix e 1999, amañ evit resisaat peta a dalv doaré ha doéré.
Hag evit achuiñ ni glevay Jean-Claude Le Guennec, "Djé". Savet en deus ur sonenn e breton ar blez paset diàr-benn e vamm-gozh. Eñ a gonta deomp he buhez dezhi ouzh mikro Jeanne Chevrel, en ur displegañ eil lodenn e ganenn.
Musik :
TAOUARH - tour
Pezh vo klevet hiriv :
Ur Vuhez Vat - Lodenn 6
Padrig Drean a-zivout e labour dastumer
André Le Belleg a Gerforn a-zivout e vicher kalvez
Kristian Le Meut a-zivout "Le Murmure de l'Océan" skrivet get Hippolyte
MUZIK :
Kanerion manéguen & Marcel Jaffré : Kemener Bihan
Kanàan : Delubu Joneson
Christian Ar Meut a lenn tamm-mat, ha eñ ya da lâret deomp pezh neus kavet bourrapl hag interesant da lenn e meur a abadenn. Hiriv e kaozea deomp diàr-benn Àr an hent skrivet get Jean-Jacques Ar Floc'h, hag unan arall Enez Ar Gerveur get Hervé Gouédard.
Muzik :
Baliskis : Ar gorventenn
Ni 'zalc'ha get Christian Le Meut hag ar levrioù en deus bourret ar blez-mañ. Hiriv e kaoja deomp a-zivout Procès d'un Négrier get Marc Tardieu hag unan arall, Temps Sauvages skrivet get Mario Vargas Liosa,
Muzik :
Jean-Mathias Pétri ha Jean-Michel Veillon : Bolom
Kristian Ar Meut 'gaoja hiriv ag ur vandenn dreset get Hippolyte, L'Afrique de papa.
Hippolyte a ya de welet e dad hag a zo o chom ba Saly, ur gêr e Senegal e-menn ema ur yoc'h tud europeañned o chom aze ewit o retred. Un diforc'h a vuhez bras a zo etre ar re-se hag ar re a zo ganet aze...