Liv an amzer

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

"Sois jeune et tais-toi" Moarvat ho peus bet tro de gwellout skritelloù, livadurioù bet graet e-kerzh mae 68 get an Atalieroù Poblek. Ne oent ket nemet e Pariz met e kerioù all ivez, ha n'o deus ket paouezhet àr lec'h miz Even 1968. Jil Daniel a zo studier e skol arzoù-kaer Roazhon, e tem doktorelezh 'ni eo. Ur c'hinnig get Tomaz Laken, selaouit an... montrer plus


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Elsa Corre a gan get Hélène Jacquelot : Duo du Bas 'vez graet hag an daouad. Kanet o deus kalz abaoe ur 5 bloaz bennak. Hag emaint o prientiñ ur bladenn asambl. Ma faot deoc'h prenañ pladenn Elsa hag Hélène e c'hellit en ober dre internet. https://duodubas.jimdo.com Selaouit an atersadenn da 33' Skarzhet ez eus bet Ajab Gul Baloch hag ar vro. Ar pa... montrer plus


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

40 vlez Diwan 'vez lidet un tamm e pep korn bro, hag e Plumergat e vo ur sapre fest benn disadorn. Eñvorennoù Riwal Kermarrec a vo klevet. Hirroc'h da glevout get Yaelle Ar mouel ha Reun Treger e fin an abadenn tro 38' Bochad tud o deus aon rak kleñved Lyme. Tapet 'vez en ur vezañ taget get teureug (tiques). Petra ober ? Ar reskont get Gael pedron,... montrer plus


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Ur priz 'zo bet roet da La Marmite Bretonne Un embregerezh, hag a dreusfurm, a alej legumaj ha frouezh hag ar vro 'ni eo. Lec'hiet eo e Plougouvelen, nebell hag An Alre. Soubenn, fourmaj, pastez get legumaj, gwinizh pe yod get frouezhaj. Setu peadra lipous de gavout get Loic de Feraudy hag Elizabeth Plassard. Ar pal eo ober ar sekredoù get produioù... montrer plus


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Priz lennegezh Sten Kidna a zo bet roet disadorn. Da Mich Beyer, evit he roman Troiad an Ifern. Christian Ar Meut en doe respontet da goulenn Tomaz Laquaine ar mintin 'mañ, selaouit an eskemm da 12' A c'houde 40 vloaz bremañ 'vez kinniget sonadegoù hag abadennoù a-bep seurt get sal Run ar Puñs e Kastellin. E 1978 e oa deuet ar gevredigezh Rapass d'... montrer plus


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Jean-Daniel Bourdonnay zo e-touezh ar wenanerien aet da Roazhon da gampiñ nepell eus ar Prefeti. Emaint e c'houlenn reskont ar Prefet : marv eo milionoù a wenan er vro a-gaoz d'an neo-nikotinoidoù. Lo hag ar wenanerien o deus kollet er blez-mañ tost 80% hag o ruskennoù. Dimeurzh 'oe degemeret ar gazetennerien ha gortozet ar prefed da 12e30. D'ar ma... montrer plus


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

« Degas ar sirk en ur lec'h ma n'eus ket sirk » "Quartier détourné" a zo anv an arvest a vo kensavet get Galapiat Sirk.  Ar gumpagnunezh a-vicher he deus en em staliet e-kreiz karter Bolumet. 350 a dud a zo é chom er c'harter-sen, e su Pondi. Setu ur rakres kaset da benn get sikour kêr Pondi, ar servijoù sokial ha servij ar sevenadur e Bro Pondi. M... montrer plus


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Hiriv e vo klevet pegen aktour e c'hell bout Daniel Carre a wehadoù, pa gont ar lizhiri prevez a vez kaset etre Loeiz ha Loeiza Herrieu. Klevet e vo komz hag ur plac'h 'zo tost kenañ hag ar familh Henaff, ni zistroay da vare ar Brezel braz get Daniel Carre ha Jo Morvan, e lenn ur lizher skrivet e miz eost 1917. Setu ma klevit ali Loeiz Herrieu a-zi... montrer plus


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Ur c'helenner yoga a zo staliet a-nevez e Kemperle. Sebastien Guinier a ginnig yoga ha meditasion a-hed an deiz, tro hon eus bet da gomz asamblez en abadenn, setu emañ ar paotr mennet gant e labour, un doare 'ni eo da vevañ ivez evitañ. Kit àr avenyoga.fr mard oc'h intereset evit gober yoga e brezhoneg. Ma faot deoc'h gouzout hirroc'h, selaouit an ... montrer plus


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

E Mae 68 e voe micherourien ha studierien frañs er straedoù evit difenn menozhioù kevredigezhiel nevez, pe evit gwellaat o buhez labour. E penn ar Bed eo bet bev tre ar stourm ivez, lañset kerkent ar bloavezh 1967 gant ar baizanted. Korantin Peoc'h eñ a voe sindiket er CFDT 50 vloaz 'zo, o labouriñ evit ar stal Stad EDF. 28 bloaz voe eñ e 1968. 5 s... montrer plus


Première Précédent Suivant Dernière