2 vunutenn evit kompren

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

2vn evit kompren an toull memor

2vn evit kompren an toull memor

19/10/2023

Petra c'hoarvezh pa z'omp dic'houest da respont d'ur c'hwizz padal omp sur e anavezomp ar respont. Perak n'omp ket gouest da reiñ anv ar ganerez brudet e Breizh ha ra c'hoariva ivez hag a zo o chom e Douarnenez ? Ne teu ket deomp padal emañ an titour-mañ 'ba unan eus hor memorioù hirdermen.
Skeudenn : Tachina Lee dre Unsplash


2vn evit kompren ar memor

2vn evit kompren ar memor

19/10/2023

Petra eo ar memor ? Dastum, mirout ha reiñ en-dro titouroù, setu ar memor. Pa krouomp un eñvorenn, ur skeudenn, ul lodennig eus hor buhez, ur gêr, ur son, ur c'hwezh e c'hellomp lâret e teu da vezañ kensolut en hon empenn.
Skeudenn : Hal Gatewood dre Unsplash


2 vunutenn evit kompren an dienn heol

2 vunutenn evit kompren an dienn heol

09/10/2023

An dienn heol a zo e bal mirout d'an UVoù dont e-barzh ar c'hroc'henn gant siloù disheñvel a c'hell euvriñ pe koagañ skinoù an heol. Da betra servij neuze an niverenn a zo gant an dienn, 20, 30 pe 50 ?
Skeudenn : National Cancer Institute


2vn evit kompren perak gwareziñ hor c'hroc'henn

2vn evit kompren perak gwareziñ hor c'hroc'henn

02/10/2023

Ar skinoù UVA a ya pell er c'hroc'hrenn, betek gwiskad an derm a zo dindan gwiskad an "epiderm". Kaoz pennañ ar c'hroc'hrenn o koshaat int ha 'blam d'an UVA eo ivez 'vez deus krign bev ar c'hroc'henn. Tagañ a reont an derm en un doare don ha war an hir dermen. Dav eo neuze en em wareziñ eus skinoù an heol anat deoc'h !

Skeudenn : Nathan Dumlao dre Unsplash


2vn evit kompren perak e rouzomp

2vn evit kompren perak e rouzomp

25/09/2023

Ezhomm bras hon eus eus an heol met gall a ra bezañ dañjerus evit hor c'hroc'henn. Dre chañs hon eus doareoù naturel d'en em zifenn 'enep d'ar skinoù fall evitomp, an UVBoù.
Skeudenn : Chermiti Mohamed dre Unsplasg


2vn evit kompren ar gemenerien o wriat en hon treid

2vn evit kompren ar gemenerien o wriat en hon treid

12/09/2023

C'hoarvezhet eo ganeoc'h sur mat ! Kaout kemenerien o wriat en hon treid goude bezañ bet azezet fall 'pad ur mare hir da skouer. Met petra eo ar santadenn iskis-mañ ?
Skeudenn gant How-Soon Ngu dre Unsplash


2vn evit kompren an traezhennoù

2vn evit kompren an traezhennoù

04/09/2023

Perak eo ken disheñvel an traezhennoù an eil re eus ar re all ? Perak ez eus traezh e lec'hioù zo ha bili e lec'hioù all ?
Ar respont amañ !
Skeudenn gant Mia Nicoll dre Unsplash


2vn evit kompren an daoulagad distronk

2vn evit kompren an daoulagad distronk

05/06/2023

2vn evit kompren ar sernoù, an daoulagad distronk. Petra eo an dra-se neuze ?
Skeudenn gant Jordan Whitfield


2 vn evit kompren ar porfum

2 vn evit kompren ar porfum

05/06/2023

Penaos 'vez fardet porfum ? Penaos e c'heller trapañ c'hwezh vat en ur flask ? Evit fardañ porfum da gentañ eo ret pakout ur c'hwezh ha ne c'heller ket trapañ ur voutailhad aer e-kichenn ur rozenn evit hen ober !
Kronikenn awenet gant videioioù Jamy hag e chadenn les Epicurieux
Skeudenn : gant Sharon Pittaway


2vn evit kompren ar c'hastelioù dour

2vn evit kompren ar c'hastelioù dour

13/04/2023

Petra eo ur c'hastell dour ? Da betra 'servij ?
Skeudenn : Hervé Salomé


Première Précédent Suivant Dernière