Malloz ar c'hentañ kantvet warnugent eo ar plastek goude bezañ bet unan eus krouidigezhioù pouezusañ hor buhez pemdez. Met o welet kolo plastek e fri ar baoted, seier plastek e kof al loened mor ha mikro-tammoù plastek en douar, en dour hag en hor c'horfoù eo poent anzav eo echu ren ar plastek.
Gouzout a ouzomp mat ne vo ket a direoul ken a-raok pell. Unan eus ar c'hudennoù brasañ e vo - ma talc'homp gant hor mod da vevañ e broioù ar c'hornog. Un dra all, ha n'eo ket ken anavazet, a zeuio da vezañ ur gudenn vras en hor buhezioù ivez : an diouer a vetalioù.