Rodeier

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Georges Thao, tregont vloaz war vor

Georges Thao, tregont vloaz war vor

11/09/2023

Georges Thao zo 'chom e Fouen evit ar wech. E-pad tregont vloaz eo bet pesketour. Bet eo bet o pesketa un tammig etramek Iwerzhon da gomañs, met goude-se eo deuet da besketa da Vreizh. Kranked, legristi hag evezered (kevnid) 'yae da bakañ da gentañ, pilored ha fleur-gwinnizh da ziwezhañ. Met a-raok an dra-se c'hoazh eo bet oc'h en em añgajiñ er vartoloded ... da bemzek vloaz !


Pesked, kignez ha touristed

Pesked, kignez ha touristed

20/06/2023

Cecile Dénes zo ganet e Sant-Ivi met evit ar wech tout emañ-hi o chom er Forest-Fouen. Met cheñchet eo an traoù abaoe m'eo deuet : div wech muioc'h a dud zo er barrez ha savet 'zo bet ur marina bras-spontus war vord ar mor.
Bet eo bet Benjamin oc'h ober anaoudegezh ganti ha kontañ un tammig deus ar vuhez gwechall : ar c'hignez, ar pesked, an douristed hag ar marina.


Ur yaouankiz er Forest-Fouenant

Ur yaouankiz er Forest-Fouenant

12/06/2023

Yvonne Fer zo ganet er Forest-Fouenant, lec'h ma oa he zud o talc'hen ur veilh. Met skoliatet oa bet e skol ar seurezed ha setu ne teue ket d'ar gêr ken d'ar vakañsoù. Plijout a rae kalz dezhi mont da ziwall ar saout gant he breur ha mont da glask neizhoù gantañ. Met ne oa ket ken aes-se ar vuhez e-pad ar brezel : boued a vanke ha bleud ar veilh veze rekizisionet gant an Almañted.


Kerneür e Plougastell

Kerneür e Plougastell

05/06/2023

Marie-Louise Le Gall zo 'chom e Kerneür e Plougastell e-lec'h m'eo ganet. He zud oa ganet e Kerneür ivez hag he zad-kozh oa o talc'hen douar aze dija.
Benjamin Bouard zo bet o welet anezhi asambles gant Daniel Jéquel. Hennezh 'noa enrollet tad ha mamm Marie-Louise daou-ugent vloaz 'zo, pa oa-eñ o labourat e RBO. Daou zen all a oa en-dro d'an daol ivez : Jean-Louis Le Bot ha Bernez Kerdraon. Kontet 'zo bet deus ar vuhez gwechall e Plougastell : ar relijion, ar boued, an dilhad, ar sivi ...


Beterabez ar Beauce ha jonkilhez Jersey

Beterabez ar Beauce ha jonkilhez Jersey

09/05/2023

Lucienne Le Page zo ganet e Gwiskri. Goude ar brezel ne oa ket gwall aes gounit e voued er vro. Mont a rae ur bern tud da gavout labour da lec'h all. Lod zo bet en Amerik, met lod all o deus kavet gwelloc'h mont d'ar "plenennoù", d'ar Beauce, da labourat. Lucienne 'oa bet o tastum beterabez er Beauce e-pad eizh vloaz, asambles gant he gwaz Yves. Bet int bet o labourat e Jersey ivez, evel kalz Bretoned all.


E traoñ Menez Kelc'h

E traoñ Menez Kelc'h

09/05/2023

Marsel Yannou zo 'chom e traoñ Menez Kelc'h e Kast. Ganet eo e Kastellin ha bet 'oa bet o chom e Lanveog da gentañ. Goude ar brezel 'oa deuet da Gast da chom, lec'h ma oa ganet e dad. Met fall a-walc'h 'oa an traoù war ar maez evit ar beizanted vihan d'ar mareoù-se. Marsel 'noa gwerzhet e feurm neuze, evit mont da Gastellin da labourat. Mont a rae bemdez gant e gamion da charreat laezh deus un eil plas d'egile, forzh peseurt amzer !


Pierre Guengard, paotr Lanrieg (2/2)

Pierre Guengard, paotr Lanrieg (2/2)

24/04/2023

Pierre Guengard zo bet mareour hag eo bet o talc'hen div stal-pesket. Kontañ a raio deomp ar wech-mañ deus e vicher ha deus ar beskerezh e Konk-Kerne ha Lanrieg gwechall. Betek ar bloavezhioù 1990 'yae mat an traoù evit ar besketourien eno ha porzh Konk oa unan deus ar re vrasañ er vro. Met cheñchet eo an traoù bremañ ...


Pierre Guengard, paotr Lanrieg (1/2)

Pierre Guengard, paotr Lanrieg (1/2)

17/04/2023

Lanrieg oa staget deus Konk-Kerne e 1959, met ur barrez distag a oa a-raok. Koulz labourerien-douar ha pesketourien a oa o chom e Lanrieg, met ur bern tud a oa o labourat e friturioù Konk ivez. Cheñchet eo an traoù bremañ : ne chom ket kalz pesketourien ha labourerien-douar e Lanrieg ha savet 'zo bet kalz tier nevez ha tachennoù-camping war vord ar mor.
Benjamin Bouard zo bet o welet Pierre Guengard, ganet e Lanrieg, evit dezhañ kontañ deomp deus ar cheñchamañchoù-se.


Meilh Benc'hoat

Meilh Benc'hoat

13/04/2023

Meilh Benc'hoat omp bet o vizitañ er Forest-Fouen ! Kozh-mat eo ar veilh-se, war-dro ar XVvet kantved eo bet savet. Lakaet 'oa bet war listenn ar monumanchoù istorel e 1939 ha greun zo bet mallet e-barzh betek ar bloavezhioù 1960.
Degemeret omp bet gant Jean-Paul Quéméré hag e c'hoar Yvonne. O zud hag o breur zo bet o talc'hen ar veilh hag bet int bet o chom e-barzh e-pad o yaouankiz memes. Drev Torc'h, ur c'hamarad dezho, oa deuet da vizitañ ar veilh asambles ganeomp ivez.



Iliz Lanrieg

Iliz Lanrieg

13/04/2023

Lanrieg zo stag ouzh Konk-Kerne abaoe 1959, met parrez a oa a-raok. An dra-se zo kaoz zo un iliz er vourc'h , an iliz Notre-Dame-de-Lorette. Peuz-kozh eo an iliz-mañ, bet savet war-dro ar XIVvet kantved marteze a-walc'h. Met n'eo ket bet savet en un taol ! Dre div wech eo bet savet, un tamm eus un tu da gentañ hag un tamm all eus an tu all kant vloaz warlerc'h. Jos Goapper emañ alc'hwez an iliz gantañ ha 'neus kinniget deomp mont da vizitañ anezhi.


Première Précédent Suivant Dernière