Maksim Crahé ha Neshka a zo àr-eeun ag ar FIL en Oriant, asambl get Padrig Drean ha Fanny Chauffin, daou zen hag a ra ur bouchad labour a youl-vad aveid ar festival. Padrig ha Fanny a gont an traoù a rant er festival, mes un tamm talbut zo ivez a-ziar plas ar brezhoneg er FIL, hag aveid achuiñ....un tamm c'hoari, savet get Padrig!
Ar Festival Etrekeltieg a zo 54 blez ar blez-mañ! Komañset oe bet ar gouel-se e 1971 tro-dro ur c’hoñkour evit ar bagadoù. "Gouel ar Biniou" a oa bet anvet ar festival neuze. A c'houde ar prantad-se eh eus bet ur bochad traoù o deus chanjet. Tem an abadenn-mañ e zo justawalc'h kas ur preder àr ar chanjamantoù er festival a-hed an amzer, teurel ur sell a gil hollek àr ar feson m'eo aet àr-raok.
Petra eo ar chenchamantoù pennañ a oe bet er gouel a c’houde ar penn kentañ? A fed aergelc’h, a fed ar publik, a fed spered ivez? Penaos eo ar programmadur hiriv e-keñver gwerzhall? pe c'hoazh, penaos eo aet àr-raok plas ar brezhoneg er gouel? Setu un nebeut goulennoù a zo bet lakaet ar gaoz àrne a-raok em soñjal d'ar mod ma wellont ar gouvidi dazont ar festival.
Gael Briand ha Alan Herve ha Momo Jouanno a oa bet kouviet evit kojeal ag an traoù-se.
Gael Briand a zo ezel kuzul-merañ ar fil, Alan Herve a zo a youl-vat a c'houde 45 blez ha Momo Jouanno a oe bet a youl-vat ivez ha kanet en doe er festival meur a wezh. Tud ag ar vro int o zri, anavet mat eo ar fil gete.
An abadenn a oa bet animet get Jañlug er Mouel hag Aodren Trehin.
Hiriv eh omp arriv b’an devezh devezhañ ag ar Festival Etrekeltieg an Oriant ewit skipailh RBG. Anton Burel, Maelys Poublanc, Caroline Trouillet, Janlug ar Mouel, Enora Molac, Yuna Cojean a zo tro-dro d'an daol, ha kouviet eo bet ar sonour Louri Derrien !
Skipailh Radio Bro Gwened hag amied a zo staliet e lec'h ar c'hevredigehioù evit an abadenn !
Maria Malardé zo bet pedet evit komz a spered Diwan.
Posubl vo deoc'h selaou doc'h un atersadenn get Brieg Doujet diàr-benn ur raktre da sevel ur skol Diwan e Henbont.
Lowenna a zo bet aterset ewe diàr-benn he liamm get ar gerneveureg.
Skipailh Radio Bro Gwened hag amied a zo staliet chouk plas ar broioù kelt ewit an eil devezh !
Ar ganourez Veronique Bourjot a zo geneomp evit komz deus an abadenn "Les Irlandais de Bretagne.
Enora zo aet da welet tud yaouank i komz ur yezh minorelaet, ha Caroline 'deus traoù da larêt deomp diwar benn ar priz musik Produet e Brezh.
Skipailh Radio Bro Gwened hag amied a zo staliet dirak Teatr an Oriant ewit an devezh ketañ !
Yann-Vari An Doussal, animatour Kenleur, Loeiza ha Maelduina, dansourezed a zo geneomp. Int a gaozea deomp diàr-benn an arvest menn 'tansont : Horizon Celtique.