An distro-skol zo bet gant kreizenn Yezhoù ha Sevenadur Sant-Ervlan.
Greomp tro un nebeud kevredigezhioù : Kentelioù an Noz (kentelioù brezhoneg), Patati (kreizenn-dudi), ha programm sevenadurel ar greizenn.
Mouezhioù klevet : Arzhur Blain, Angélique an Doridour, Ewen Averty Bloa, Valérie Baron, Sophie Dabate Sauvage, Elie Salaun
Emgav zo ar wech-mañ gant Mazeaz ar Brun hag Amélie Pornin.
Deuet e oant da ginnig deomp o raktres dedennus, ar gevredigezh 1000 familh 1000 hunvre hag ar c’helc’hioù yac’haat d’ar yezh, un doare da adperc’hennañ ar brezhoneg pe yezhoù all ha da reiñ muioc’h a fiziañs d’ar yezherien ha yezherezed da gomz o yezh, pa vefe bet nevez-desket gante, pe klevet ha komzet a-vihanik da skouer.
Muioc'h a ditouroù war ar raktres : [https://cercle-reparation-linguistique.com/] (https://cercle-reparation-linguistique.com/)
Stourmerien evit ar brezhoneg e Naoned, e oa deuet Yvonne Coz hag Armand Tosser da doullañ kaoz deomp eus istor skourr ar Falz 44.
Setu eil lodenn ar pennad-kaoz.
Goude bezañ bet lakaet ar gaoz gante muioc’h war ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet e Naoned dre vras er bloavezhioù 70 betek nevez zo e klevimp diwar oberoù ar Falz er vro, koulz levrioù, stajoù ha bomoù istor all.
Un abadenn e koun Gilbert Peron.
Stourmerien evit ar brezhoneg e Naoned, e oa deuet Yvonen Coz hag Armand Tosser da doullañ kaoz deomp eus istor skourr ar Falz 44.
Met kement a draoù a oa da lâret war ar sujed-mañ e klevoc’h anezhe un eil gwech.
Aze e lakaimp ar gaoz gante muioc’h war ar c’helenn brehzoneg d’an dud deuet e Naoned dre vras er bloavezhioù 70 betek nevez zo.