Benjamin Toupin eus Ulamir-CPIE Montroulez a ginnigo div valeadenn gouestlet da loened-mor bae Montroulez da geñver mizvezh ar brezhoneg. An hini gentañ diwar-benn al laboused-mor a vo disul hag eben hag a vo dalc'het d'ar Sadorn 21 a zo anvet "Kregin ha kresteneged, sekredoù an izel-vor". An div valeadenn a vo e Plouezoc'h.
D'ar 6 a viz Meurzh eo bet dalc'het e Plougastel devezh an departamant evit ar vugale. Ar pal a oa lakaat ar vugale d'ober gant ar brezhoneg. A-bep-seurt atalieroù a oa kinniget : c'hoarioù koad, skate, tenañ poltriji, kanañ, etc... Enrollet eo bet ganeomp ur c'hoari radio e mod ur c'hwizz !
Klevet e vo un abadennig radio kinniget gant 6vet klas skolaj Jakez Preves e Kastell-Paol diwar-benn al louarn.
En eil lodenn e vo adkavet Silvenn Koant gant daou istor tennet diwar ar gelaouenn "Rouzig" embannet gant Keit Vimp Bev.
Digeriñ ur sal alternativel e Brest : setu raktres ar strollad Fun Club Rade de Brest. Prentet eo bet ul lec'h ganto, a vo da vezañ kempennet ha buhezet a-benn nebeut ! Petra vo graet ? Penaos skoazell anezho ? Ar respontoù a zo gant Hoël Fournigault, ezel eus Fun Club Rade de Brest.
Liamm HelloAsso : [https://www.helloasso.com/associations/fun-club-rade-de-brest] (https://www.helloasso.com/associations/fun-club-rade-de-brest)
E-pad ar vakañsoù e oa dalc'het ur staj evit ar vugale, ar c'hrennardezed hag ar grennarded e Landivizio gant ar gevredigezh Kenleur Penn-ar-bed. An dañsourien hag an dañsourezed yaouank o deus desket gerioù e brezhoneg, gwriat un nozelenn c'hiz Chelgen, ha diskoulmet ur c'hoari achap c'hoazh. Klevet e vo Anna Robert karget gant ar c'hevrat "Kenleur Penn-ar-bed", Capucine Desmond he doa kinniget un atalier tañva d'ar brezhoneg, Vanessa Guillou, animatourez gant Kenleur, hag an dañsourezed Emma, Leïla, Jozefin, Albane, Arouen, Deneza hag Aela.
Mael Thomas eus ar gevredigezh Les Farouches a ginnigo an nozvezh "Bal Farouche" a vo dalc'het disadorn en Treoù-Leon
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc
Klevet e vo un abadennig savet gant 5vet klas skolaj Jacques Prévert e Kastell-Paol diwar-benn ar sportoù.
En eil lodenn an abadenn e vo klevet Silvennt Koant, o lenn daou istor tennet diwar ar gelaouenn Rouzig embannet gant Keit Vimp Bev.
En abadenn e vo klevet Enora Coat e karg eus ar fiñvusted evit kumuniezh kumunioù Landerne-Daoulaz. Klevet e vo ivez kronikenn Loreleï Gramoulle, bet stajiadez en Arvorig FM, diwar-benn ar vandenn-dreset " Les légendaires".