En abadenn e vimp gant Jo An Duigou hag Hervé deus ar gevredigezh Ti Kuzhet e Lesneven. Meur a bal a zo gant ar gevredigezh-mañ : kempenn un dachenn naturel e Lesneven o plantañ gwez, o kinnig d'an dud liorzhañ tachennoù bihan, sevel ur poull-dour eno, plantañ ur c'hoadeg, etc... Deomp d'ho heul !
Da-geñver ar festival Tan miz Du e vo dalc'het d'ar Sul 23 e Plegat-Gwerann un abadenn e brezhoneg penn-da-benn : c'hoariva, kanaouennoù, kontadennoù...
Gwelet e vo war al leurenn ar strollad Kanfartet Lanleya, gant Alain, Hervé ha Rolland. En abadenn e vo roet deoc'h da glevet ivez ar sketch "Soazig lost ar c'harr", ha div ganaouenn gant Brassens, kanet e brezhoneg gant Bernez.
Skignet e vo an teulfilm "Roparz Hemon" savet gant Soazig Daniellou (Kalanna Production) 25 bloaz 'zo d'an 10 a viz Here en oditorium ar Gapusined e Brest, da-geñver 100 vloaz Gwalarn. Ronan Calvez en doa kemeret perzh ivez.
Savet eo bet daou vloaz zo ar strollad c'hoariva "Goémond Goëland" gant Jean-Philippe Davodeau e Bro Vontroulez.
Ar bloaz-mañ emañ o labourat war ur pezh-c'hoari anvet "La langue des crêpes" a zo da zizoloiñ e miz Meurzh.
Lidet eo bet war-eeun digoradur Arvorig FM Montroulez !
Un abadenn gant :
-Jo Calvez, prezidant KLT Ti ar vro Bro Montroulez
-Yann-Luk Kloareg, deus ti-embann SKol Vreizh
-Gael Roblin, Kargad a gefredi yezh ha sevenadur Breizh evit Bro Montroulez
-Yann-Fañch Kerneis, prezidant Arvorig FM
En abadenn e vo klevet Baptiste ha Bleuenn a ginnigo deomp daou film a zo da welet er mare-mañ 'ba salioù du ar vro : F1 (gant Jospeh Kosinski) ha La venue de l'avenir (gant Cédric Klapisch).
Klevet e vo ivez istorioù evit ar vugale gant Silvenn Koant !