Sportoù

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Sportoù: "Rêve de glisse gant Hoel Lucas" ha judo gant Paloma Musso-Michel

Sportoù: "Rêve de glisse gant Hoel Lucas" ha judo gant Paloma Musso-Michel

12/11/2026

Erru mat oc’h holl selouaerezed ha selaouerien Sportoù ! Emichañs ‘ya mat an traoù ganeoc’h ! Hudu ‘lakimp ar gaoz war daou sujed. Da gentañ e kasimp ac’hanoc’h da Dreffiagat ‘ba Bro-Vigoudenn. Di zo bet savet ur bloaz zo ur pump-track diwar youl ur gevredigezh anvet Rêve de glisse. Ur gevredigezh savet evit derc’hel soñj eus ur paotr yaouank anvet Mathis zo aet pemp bloaz zo d’an oad a 15 vloaz hag a oa sot gant ar sportoù riklañ ha gant an droterezh. Hoel Lucas ‘oa kamalad bras gantañ a gonto deomp peseurt mod ‘oa bet kaset ar raktres. E eil lodenn an abadenn klevimp Paloma Musso-Michel ‘moa bet tro da enrollat daou vloaz zo ha ‘meus ket bet tro da embann ar pennad-kaoz ‘ba Sportoù. Paloma d’ar poent se ‘oa paouez dont war he c’hiz eus kampionad Frañs Judo ar re yaouank. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.


 Istor Jean-Pi Kimerc'h 'neus divizet mont da redek e plas chom da evañ!

Istor Jean-Pi Kimerc'h 'neus divizet mont da redek e plas chom da evañ!

06/11/2026

Savetet ‘neus ar sport e vuhez ! Jean-Pi Kimerc’h ‘neus galoupet ‘pad 44 bloaz war hentoù Bro-Leon. Pleustriñ bemdez ha kemer perzh ‘ba koursoù e-kerzh an dibenn sizhun ‘neus graet beket tri bloaz zo. Anaet mat eo Jean Pi Kimerc’h ‘ba redadegoù war dreid kostez Montroulez sur deoc’h peogwir ‘neus galoupet 700 redadeg! Ar santekad ‘neus stourmet a-hed e vuhez ouzh ur c’hleñved start d’en em dizober anezhañ : klañv bras gant ar boeson eo bet ‘pad dek vloaz ‘pa ‘oa yaouank… hag ar mod ‘neus kavet evit yac’haat eo ober sport. Hudu ‘vimp gantañ ‘ba abadenn sportoù ! Pa ‘oa war dro tregont vloaz ‘noa paouezet gant ar boeson hag araok ne rae ket sport tamm ebet… Jean-Pi Kimerc’h. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.


Louis Le Roux, paotr ar marc'h-houarn hag aozer koursoù

Louis Le Roux, paotr ar marc'h-houarn hag aozer koursoù

16/10/2026

Brudet mat eo Louis Le Roux 'ba hanternoz Penn ar bed! Abaoe bloavezhioù 'vez oc'h aozañ koursoù evit ar rederien war velo! Koursoù cyclo-cross 'ba Lanarvily, Kerniliz, redadegoù war an hentoù 'vel Tro Bro-Leon ep Tro Bro Lesneven. Kontet 'neus Louis Le Roux da Erwan Blanchard ar pezh 'neus degaset c'hoant dezhañ postañ kement a amzer 'ba aozañ koursoù.
Poltred gant Ouest-France


Buhez un dredogez melldroad a-vicher: Violette Le Chevert

Buhez un dredogez melldroad a-vicher: Violette Le Chevert

09/10/2026

Betek tredeogiñ krogadoù kip Europa ‘neus graet Violette Le Chevert ! An dredeogez yaouank a orin eus Pempoull zo o o sevel ‘ba renk an tredeogezed ‘ba Frañs ha ‘ba Europa ! Tro ‘meump bet da doullañ kaoz ganti e kerzh div abadenn dija. Hudu eo ‘ni diwezhañ ‘vo gouestlet da Violette. ‘Vel ‘pezh ‘moamp laret deoc’h ‘ban abadennoù kentañ eo tredeogez ouzh ar wrimenn. Tredeogiñ ‘ra ‘ba kampionad uhelañ melldroad ar maouezed : Arkema premier ligue ‘oa graet deushañ D1 Arkema, Kip al Lig ha Kip Bro-C’hall. E fin ar bloavezh melldroad tremenet ‘oa bet a,nvet da dredeogiñ gourfenn Kip Bro-C’hall mar plij ganeoc’h. Araok reiñ deoc’h da selaou ur gronikenn bet fardet gant Maina Gars diwar benn ur c’hoarierez melldroad, Morgan Rapinoe. Da gentañ deomp da c’hoût hiroc’h war micher Viloette Le Chevert ha goût perak eo important kaout amzer da c’houestlañ d’an tredeogiñ. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.


War roudoù Violette Le Chevert zo tredeogez e D1 Arkema!

War roudoù Violette Le Chevert zo tredeogez e D1 Arkema!

02/10/2026

Kinnig ‘reomp deoc’h selaou un eil abadenn zo gouestlet da blanedenn Violette Le Chevert. Divizet ar plac’h yaouank eus Pempoull mont da dredeogez un nebeut bloavezhioù zo, tredeogez melldroad. ‘Ban abadenn gentañ ‘noa kontet deomp ‘oa troet war sportoù all ‘vit ar foot ‘pa oa yaouank, dañs pe atleterezh met plij’rae dezhi mont da welet krogadoù War Raok Gwengamp d’ar sadorn noz gant he zad. Di, ‘ba stad Roudourou ‘ba Gwengamp, ‘neus tapet debron ar velldroad ha diwezhatoc’h an tredeogiñ... Ha bremañ eo lisansiet ‘ba kleub foot brasañ Aodoù an Arvor. Hudu ‘lakimp ar gaoz muioc’h war buhez un dredeogez a vicher. Kar tredeogez a vicher eo Violette. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Poltred: FFF


Violette Le Chevert zo tredeogez melldroad a-vicher!

Violette Le Chevert zo tredeogez melldroad a-vicher!

25/09/2026

Tredeogiñ ! Setu micher Violette Le Chevert… Tredeogiñ krogadoù melldroad ‘bal live uhelañ kampionad Frañs ar maouezed anvet D1 Arkema sonjit ‘ta ! Dre se e ya ar vaouez yaouank dre Bro-C’hall en he fezh tost bep dibenn sizhun ‘vit mont beket Montpellier, Lyon, Pariz, Naoned, Marsalha pe c’hoazh Lens ha Marseille… Ha n’hallo ket mont beket Sant-Maou da dredeogiñ krogadoù an USSM siwazh kar emañ kleub ar c’hourserezed ‘ba memes lig m’eo enskrivet Violette, da laret eo Breizh, gant kleub War Raok Gwengamp. E-kerzh an abadenn gentañ gant Violette e komzimp eus an hent ‘neus kaset evit en em gavout tredeogez a-vicher hag evel just e lakimp ar gaoz war an tredeogiñ. Div abadenn all ‘vo gouestlet d’ar sportourez eus Bro Dreger… Lusket eo an abadenn gant Erwan Blanchard.


GAA World Games: skipailhoù Breizh e-kreiz ar bed!

GAA World Games: skipailhoù Breizh e-kreiz ar bed!

18/09/2026

Muioc’h ‘vit 100 skipailh ha muioc’h ‘vit 2000 c’hoarierez ha c’hoarier ‘oa bodet ‘ba Waterford e kerzi miz Gouere, miz Foenn. Di ‘oant ‘vit kemer perzh ‘ba GAA World Games, aozet neuzen gant ar gevredigezh ‘ra war dro ar sportoù gouezeleg ‘bar bed ha da gentañ ‘ba Bro-Iwerzhon. Melldroad gouezeleg, Camegie, Hurling c’hoariet gant maouezed ha gwazed ‘oa ‘ba programm ar GAA ‘noa roet lañs d’ar GAA World Games e 2015 ‘vit klask brudañ ar sportoù gouezeleg maez eus Bro-Iwerzhon. Aozet ‘oant bet ‘ba Abu-Dabhi ‘ba ledenez Arabek. Hag ar bloaz war lerc’h ‘oa bet divizet fiziañ ar GAA World Games ‘ba Iwerzhoniz ‘ba Waterford ha ‘ba Dulenn. Ha divizet ‘oa bet derc’hel ar C’hoarioù bep tri bloaz. Gaozen d’ar C’hovid ‘oa bet savet ar GAA World Games e 2019 e 2023 ha 2026 warlerc’h. Evit lakaat ar gaoz war ar GAA World Games ‘meump bet tro da welout Davy ar Gall ha Kadvael Jolived, choarierien Brest Gaelic Football Bro-Leon ‘oa bet dibabet gant skipailh Breizh melldroad Gouezeleg ‘vit mont da Iwerzhon... Embannet eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Poltred: Ligue Bretonne de Football Gaelic


Konan Delorme 'zo bez-kampion Frañs Rugbi U16 2026!

Konan Delorme 'zo bez-kampion Frañs Rugbi U16 2026!

11/09/2026

Un taol eus ar re gaerañ ‘neunt graet paotred yaouank Sud 29 e miz Even tremenet ! Bet int beket tro diwezhañ kampionad Frañs Rugbi R1 evit ar re U 16. Sud 29 zo un emglev etre meur a gleub eus traoñ Penn ar Bed ha eus traoñ Bro-Gerne. Gourdonet ‘oa evit ar sezon warlene ar skipailh gant Jean-Philippe Rosso. Bez kampion Frañs R 1, live rannvroel uhelañ zo ei bet paotred yaouank Sud 29 met ivez kampionidi Breizh R1. Ha war ar marc’had ‘noant gounezet Tournamant Kerne e miz Ebrel. Ur bloavezh eus ar c’hentañ neuzen ‘neus kemeret perzh Konan Delorme ennañ. Asambles gantañ ‘vimp ‘ban abadenn mañ ‘vit kontañ bloavezh rugbi Sud 29 2025-2026. Emañ gant Erwan Blanchard.


Ligue 1 melldroad paotred: un tamm sell war ar c'hleuboù breton

Ligue 1 melldroad paotred: un tamm sell war ar c'hleuboù breton

04/09/2026

Lanset eo ar bloavezh melldroad Lig 1 2026-2027 nevez zo. Hag ar bloaz mañ ‘vo tri c’hleub eus Breizh o kenstrivañ ‘ba live kampionad uhelañ ‘ba Frañs : Stade Roazhon, Stade Brest hag FC an Oriant. Siwazh ‘oa ket daet a benn skipailh FC an Naoned da chom e Lig 1 e fin ar bloavezh tremenet. En em gavet eo e Lig 2 gant War Raok Gwengamp. Roet eo bet lañs d’ar c’hampionad Lig 1 d’an 22 a viz Gwengolo. Ar bloaz mañ ‘vo ket meit Stad Roazhon c’hoario ur c’hip Europa, Europa Lig ‘vez graet deushañ.
Hudu ‘vo klasket kinnig un tamm skipailhoù ar c’hleuboù eus Breizh zo e Lig 1 dre sell harperien zo : Gwedal Kerneiz zo harper Stad Brestois anezhañ, Kadvael Jolived zo troet war ar Stad Roazhon ha Bruno Boisrobert ‘ya da wel krogadoù FC an Oriant . Hag e fin an abadenn e lakimp ar gaoz war un dodenn a bouez hag a c’hall degas diaesamantoù ‘ba bed ar melldroad a vicher : al lies piaouiñ pe al lies perc’hennañ pezh zo gant an Oriant abaoe ar bloaz mañ. Enrollet 'oa bet Quentin, ur support Merlu 'oa bet goulennataet gant Aodren Tréhin.
Kaset eo bet an abadenn gant Erwan Blanchard.


Serj Falezan, ur mestr da gomz eus sportoù hengounel ha eus ar gouren!

Serj Falezan, ur mestr da gomz eus sportoù hengounel ha eus ar gouren!

05/06/2026

Hudu ‘momp ar blijadur da genderc’hel d’ober tro ti c’hoarioù hag ar sportoù hengounel gant Serj Falezan. ‘Ba Plougonver emañ an ti se abaoe warlene… Fotoioù, koupennoù, pezhioù da c’hoari ganto… Diskouezhet eo ha kontet eo, war un dro, istor ar c’hoarioù hag ar sportoù hengounel ‘ba Breizh gant Serj. Hag ouzhpenn an istor vras ‘zo kontet gantañ met ur bouchad istorioù bihan. Tro ‘meump bet da lakaat ar gaoz war ar c’hoaroioù ha sportoù a bep sort e kerzh an div abadenn all ‘meump kinniget deoc’h. Hag hudu ‘vo komzet diwar benn gouren kentoc’h ha gourenerien ‘oa brudet araok an eil brezel bed da skouer ha eus ar mod e tremene an traoù da geñver gourenadegoù meur ha kentañ tournamantoù etrevroadell. Emañ Serja Falezan gant Erwan Blanchard.


Suivant Dernière