Festivalioù Breizh

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Gouel sinema Douarnenez 2019 - 1/5

Gouel sinema Douarnenez 2019 - 1/5

12/04/2023

War-eeun emaomp eus gouel ar filmoù e Douarnenez a-hed ar sizhun ! Abadenn al Lun


Gouel sinema Douarnenez 2019 - 2/5

Gouel sinema Douarnenez 2019 - 2/5

12/04/2023

War-eeun emaomp eus gouel ar filmoù e Douarnenez a-hed ar sizhun ! Abadenn al Meurzh


Gouel sinema Douarnenez 2019 - 3/5

Gouel sinema Douarnenez 2019 - 3/5

12/04/2023

War-eeun emaomp eus gouel ar filmoù e Douarnenez a-hed ar sizhun ! Abadenn ar Merc'her


Festival Penn-ar-Bed 2019 : Devezh ar Sadorn

Festival Penn-ar-Bed 2019 : Devezh ar Sadorn

12/04/2023

20vet koulzad Festival Penn-ar-Bed eo ar bloaz-mañ ! Ur c'houlzad un tammig ispisial eo neuze, gant teir gartenn wenn roet da dri strollad, unan evit pep devezh festival. Ibrahim Maalouf da wener, Robin Foster da sadorn, hag ar strollad La Rue Kétanou da sul. Ar pemp radio e brezhoneg a zo war ar plas, gant Marianne Vaidie deus Radio Naoned, Neven Penneg deus Arvorig FM, hag Tunvezh Gwlagen-Grandjean deus Radio Kerne. En abadenn-mañ e vo da vezañ kavet a bep seurt tud evit deoc'h selaouerezien ha selaouered gellet klevet un tammig deus ar Gouel vrav-mañ dalc'het e ragenez Kraozon. Arzourien, tud a-youl-vat, hag arvesterien eo bet ar skipailhad da gavout. Ravid Kahalani deus ar strollad Yemen Blues deuet deus Israel ; Cimafunk, kaner funk yaouank deus bro gKuba ; Sterenn Gwilhouz, Kevin Roudaut, ha Manu ha Marion Arnaud, arvesterien ; Tud a-bolontez-vat : Julien Bourrié, paotr ar surentez, ha Meven Kabon, paotr ar privezhioù sec'h ; Hag ur gronikenn « Staotiñ en he sav », gant Marianne oc'h implij ar beñveg-se graet evit ar merc'hed. Trugarez da vManu Arnaud ha da Iffig Penneg evit bezañ jubennet Cimafunk, etre spagnoleg ha brezhoneg !


Festival Penn-ar-Bed 2019 : Devezh ar Sul

Festival Penn-ar-Bed 2019 : Devezh ar Sul

12/04/2023

20vet koulzad Festival Penn-ar-Bed eo ar bloaz-mañ ! Ur c'houlzad un tammig ispisial eo neuze, gant teir gartenn wenn roet da dri strollad, unan evit pep devezh festival. Ibrahim Maalouf da wener, Robin Foster da sadorn, hag ar strollad La Rue Kétanou da sul. Ar pemp radio e brezhoneg a zo war ar plas, gant Marianne Vaidie deus Radio Naoned, Neven Penneg deus Arvorig FM, hag Tunvezh Gwlagen-Grandjean deus Radio Kerne. En abadenn-mañ e vo da vezañ kavet a bep seurt tud evit deoc'h selaouerezien ha selaouered gellet klevet un tammig deus ar Gouel vrav-mañ dalc'het e ragenez Kraozon. Arzourien, tud a-youl-vat, hag arvesterien eo bet ar skipailhad da gavout. Madelyn Ann, kanourez e brezhoneg pedet war bladenn ziwezhañ Robin Foster ; Elisapie, kanourez pop-rock Inuit a vro gKanada ; Mikro-riblennoù ar festival, gant ur bern brezhonegerien ; Tud a-youl-vad : Dorothé ar Saout, oc'h ober al liamm etre kazetennerien hag arzourien, ha Kristian ar Rouz, o werziñ frouezh evit ar stal Le Saint.


Festival Penn ar Bed 2018 #2

Festival Penn ar Bed 2018 #2

12/04/2023

Morgane ha Benjamin zo war-eeun deus ar festival Penn ar Bed e Kraon evit an tri devezh gouel ! Matmatah, Mélissa Laveaux, Gael Faye, Goran Bregovitch war al leurenn, festivalourien ha tud a youl vat war an dachenn hag heol forzh pegement !


Festival Penn ar Bed 2018 #1

Festival Penn ar Bed 2018 #1

12/04/2023

Morgane ha Benjamin zo war-eeun deus ar festival Penn ar Bed e Kraon evit an tri devezh gouel ! Matmatah, Mélissa Laveaux, Gael Faye, Goran Bregovitch war al leurenn, festivalourien ha tud a youl vat war an dachenn hag heol forzh pegement !


Gouel sinema DZ 2017 Abadenn 1

Gouel sinema DZ 2017 Abadenn 1

12/04/2023

Skipailh Radio Kerne bodet e Douarnenez, hor studio staliet e burevioù ar festival. Un abadenn gouestlet da ved ar c'hleweled e Breizh hiziv.


Gouel sinema Dz 2017 abadenn 2

Gouel sinema Dz 2017 abadenn 2

12/04/2023

skipailh Radio Kerne war eeun eus kalon festival Douarnenez. Un 40 bloavezh gouestlet d'an harzoù. Hiziv e klevimp Gwenole Larvol hag ana vari Chapalan war ar c'hontradoù sikouret lakaet en arvar gant ar gouarnamant, Saif said Hussain ur paotr Yezhidi eus kurdistan divroet en Alamagn Aziliz Bourgez war senario he film tennet eus an danevell Rebetiko Cécile Jacque a gemero perzh en tabut war ar feministelezh bouzar hag hini ar breizhadezed Mich Beyer hag he deus heuliet ar festival abaoe 40 vloaz, hep c'hwitout bloavezh ebet.


gouel sinema DZ 2017 abadenn 3

gouel sinema DZ 2017 abadenn 3

12/04/2023

Staliet eo radio kerne e Gouel sinema Douarnenez a hed ar sizhunvezh. En abadenn e klevimp: Norma Iglesias un enklaskourez a studi abaoe 40 vloaz an harz etre Mejxico hag ar stadoù unanet. Eskemm a rimp war bed al lesbianezed, un lodenn eus an emsav LGBTQI Aziliz Bourgez war senario he film tennet eus an danevell Rebetiko Daniel Kernalegenn war e envorennoù a paotr an taxi evit steredennoù ar gouel