40 vloaz zo e oa bet savet en-dro Maen-hir Prad ledan e Plabenneg gant ur strollad tud youlek ha plijet gant an arkeologiezh. Kroaz-hent ha kevredigezhioù a-ziwar-dro o doa kemeret perzh evit ober deus an dervezh-se a viz Eost ur brav a c'houel. Niverus eo an dud o deus soñj deus an digouezh-se hiriv c'hoazh. D'ar Sul 21 a viz Gwengolo 2025, da geñver devezioù ar glad e vo kontet penaos e oa c'hoarvezet an dro-gaer-mañ. An abadennoù a blijo d'ar vugale ha d'ar familhoù, ur mod a-feson da zeskiñ ul lodenn deus istor ar vro. Klevet e vo Jeanine Sanquer ha Louis Leroux deus kevredigezh Kroaz-hent.
Loig Jestin, deus kevredigezh Mignonet Lokmaze, a ginnig istor an abati hag ar mirdi e Plougonvelen. A-drugarez d'an dielloù ha d'ar furchadegoù arkeologel, ez eus bet aozet ur c'hinnig nevez evit gweladenniñ al lec'h. Ur sell war ar mod ma oa an abati gwechall en tri ment.
Anv 'vo deus ar martezeadennoù a zo da zisplegañ azalek peur ha deus pelec'h e teu ar yezhoù keltieg.
Klevet e vo Youenn Leon hag a zo o kas un doktorelezh war ar yezhoniezh hag an arkeologiezh ha Mael Jezekel bet o kas un doktorelezh war ar sokioyezhoniezh.