An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Harz-labour Radio Frañs

Harz-labour Radio Frañs

12/04/2023

Nebeutoc'h a fiksionoù radio, mont war zu an « odio », postoù labour fiziet e stalioù prevez, muioc'h muiañ a abadennoù kozh adksignet... Setu taolenn nec'hus bed ar radio publik livet deomp en abadenn an Divskouarn o Nijal hiriv. E kreiz ul luskad sokial da stourm enep ar steuñv nevez bet savet gant ar renouriezh emañ an holl aozadurioù sindikel e... montrer plus


Chapel Sant-Selïa

Chapel Sant-Selïa

12/04/2023

Deomp da Vrieg, deomp da welet ur chapel ! Chapel Sant-Selïa a vez graet deuzouti e brezhoneg ha Sainte-Cécile e galleg, koulskoude n'eus ket tra da welet etre an daou anv-se ! Bet eo bet Benjamin Bouard o klask kompren an dra-mañ, ha bizitet 'neus honnezh asambles gant René Pétillon. Anveout a ra mat ar chapel-mañ, e-kichenn eo-eñ ganet ha marsiko... montrer plus


An albatros, ur gontadenn gant Lukaz Nedeleg (ha Youenn Bodros, soner!)

An albatros, ur gontadenn gant Lukaz Nedeleg (ha Youenn Bodros, soner!)

12/04/2023

Kontañ a ra « An Albatroz » istorioù mor ha istorioù oabl dre istorig bihan Yann-Vari ar Brizh, dre gomz ha dre son boest an diaoul. Ur c'habiten eus Douarnenez a oa Yann-Vari ar Brizh, sorc'hennet gant ar soñj a oa deuet dezhañ pa oa o sellet ouzh al laboused-plavañ e-pad e amzer-soudard 'ba' morioù ar Su : saveteiñ ar beñseidi hag ar vartoloded k... montrer plus


DOM DUFF - Ar 7vet kelc'h

DOM DUFF - Ar 7vet kelc'h

12/04/2023

Ar 7vet kelc'h ! Setu pladenn nevez Dom Duff bet embannet e miz Mae 2019. Ar c'haner a o tremenet dre studio Radio Kerne-Naoned da gontañ peptra diwar-benn e bladenn. Lakaat a raio ar gaoz war meur a zra evel : - An awen 'zo ezhomm da sevel ur bladenn nevez. - Ar c'henlabour gant barzhed, kanerien·ezed, sonerien·ezed war an testennioù hag ar sonere... montrer plus


Merenn-vihan e Kervoazoù

Merenn-vihan e Kervoazoù

12/04/2023

Mont a raimp da benn all Bro-Gerne hiziv ! Bet omp bet pedet da zont da dapañ merenn-vihan e ti Elise Jouannet e Kervoazoù, e parrez Skrigneg. Ur gamaradez dezhi, Jeannine Guyader a oa deuet ivez. Hag an div-mañ asambles o doa kalz traoù da gontañ deomp : an diferañs etre tud Skrigneg ha tud Treger, al labour gwechall, ar balioù, tud Bolazeg ... a-... montrer plus


Gouel an Hollsent

Gouel an Hollsent

12/04/2023

Gouel an Hollsent a zo un dra important e Breizh evit ar wech tout, met kalz traoù a zo cheñchet hanterkant vloaz 'zo. Muioc'h a feiz a oa gwechall ha bremañ ne weler ket prosesion ebet ken kazimant da vare Gouel an Hollsent. Bet eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavout asambles gant Clémence, e Pleiben, evit safaret deus an dra-se. Clémence a zo g... montrer plus


Skaer : bro ar gouren, bro ar sapin ?

Skaer : bro ar gouren, bro ar sapin ?

12/04/2023

Bro ar gouren 'oa bro Skaer a-raok ar brezel. Kalz gourenerien a oa du-hont neuze ha bep bloaz, d'al Lun goude pardon Skaer, 'veze graet ur c'hourenadeg vras ivez. Met pell 'zo eo aet an dra-se da netra ! Ha bremañ neuze eo deuet Skaer da vezañ bro ar gwez-sapin ! Kalz douaroù a zo prenet d'ar beisanted da blantañ gwez-sapin e-barzh, goude ma ne ch... montrer plus


Foar vras 1937

Foar vras 1937

12/04/2023

Guy Rannou a oa unnek vloaz ar wech kentañ 'oa-eñ bet e Pariz er bloavezh 1937, asambles gant e vamm-gozh. N'anvee ket e dad neuze ha setu 'oa bet kaset da Bariz d'ober anaoudegezh gantañ. Lojet o-daou 'oant bet gant kereñchoù dezho, hag asambles gant ar re-mañ 'oa bet 'pourmen un tamm partout e kêr. Nag a draoù nevez-flamm a oa evit Guy ! Ha bet '... montrer plus


Bleud deus ar vro ?

Bleud deus ar vro ?

12/04/2023

Evit kaout bara 'ranker kaout bleud digentañ. Hag evit fardañ bleud 'ranker malañ gwinnizh. E Penn-ar-Bed amañ e-giz-mañ ne chom ket kalz meilhoù ken, kalz deuzouto a zo bet sarret an eil goude eben abaoe ar bloavezhioù 1950, met bez 'zo c'hoazh un nebeut re a zo 'labourat er vro. Met deus pelec'h teu ar gwinnizh neuze ? An dra-mañ a zo un afer all... montrer plus


Tifenn Linéatte : Kakaw hag Ar Roueed Poubelenn

Tifenn Linéatte : Kakaw hag Ar Roueed Poubelenn

12/04/2023

Tost daou vloaz 'zo bremañ 'vez gwelet ar gomedianez Tifenn Linéatte ingal a-walc'h war leurennoù ar vro, asambles gant he c'hamaradez Martina Díaz Pérez, evit ar pezh-c'hoari "Kakaw", produet gant La Obra. An diw-mañ a gas an dud da veajiñ e bro ar pobloù maya, bro ar c'hakao ! Met pell 'zo n'eo ket ken un evaj sakr evit ar re vaya ... En em gavet... montrer plus


Première Précédent Suivant Dernière