Alies mat e vez dreistpoblet an tiez hag an toulloù-bac'h. Emañ ti-bac'h an Elsau e Strasbourg e-touezh ar re-se. Tud a bep seurt a zegouezh eno, da c'hortoz bezañ barnet, pe gant kastizoù berr a walc'h. Estreget ar gwarde.ze.d, ez eus ur skipailh yec'hed evit ober war-dro tout an dud se. Yuna Moysan a zo unan deus ar re a labour eno, en SMPR (Serv... montrer plus
Deomp da Sant Turian hiziv ! Emaomp o vont d'ober anaoudegezh gant Emmanuelle Pelé. Eus ar gevredigezh pAs paR haZ'art e ra-hi parti ha renkañ a ra ur festival anavezet les Arts Thuriens. Un digarez a oa evidomp savaret diwar-benn ar fest-mañ, ar gevredigezh ha ur bern traoù all c'hoazh.
Tizhet e bet an niver a 70 000 den bac'het e Frañs e 2016. Alies mat e vez dreistpoblet an tiez hag an toulloù-bac'h. Ti-bac'h an Elsau e Strasbourg a oa bet savet evit degemer 444 den, met ouzhpenn 700 a dud a zo bac'het eno hiziv an deiz. Tud a bep seurt zegouezh eno, da c'hortoz bezañ barnet, pe gant kastizoù berr a walc'h. Estreget ar gwarde.ze... montrer plus
Hiziv emaomp o vont d'en em gavout assambles gant Marie-Louise Scourzig ha Marie-Thérèse Guillou eus Molan, ha Patricia Meurlet eus Gwelegouarc'h. Desket e vo fardañ kaoteriad, ur meuz eus Molan. Istorioù berr a vo klevet ivez : an teir merc'h-mañ o deus dalc'het soñjoù farsus eus o bugaleaj !
Deomp d'ar Vro Vigoudenn hiziv, deomp da Loktudi ! Gustave Jourdren a zo deuet d'ar studio. Maer Loktudi eo bet etre 1995 ha 2001 hag ezel eo eus ar gevredigezh Histoire Locale et Patrimoine de Loctudy. Setu emañ o vont da gontañ deomp istor ar gomun-mañ, eus ar Ragistor betek afer ar Bugaled Breizh.
Deomp da Lokorn en-dro, evit en em gavout asambles gant Ronan Hénaff ha Marie Quéau, e voereb. Ar re-mañ a zo distagellet mat o zeod ! Kalz traoù 'maomp 'vont da zeskiñ asambles ganto : penaos eo bet dispartiet ar parrezioù ? Peseurt iliz eo hini goshañ ar Porzhe ? Penaos en em zibrouilhe an dud e-pad ar brezel ? Peseurt leshanvioù veze roet d'an d... montrer plus
Ar skol Yoga Saraswati, brasañ skol yoga Penn-ar-Bed sur-walc'h. Doareoù yoga lies a-walc'h o deus, gant mareadoù prederiañ, prantadoù gouestlet d'an emstummoù, pe c'hoaz ober yoga dre ar c'han. Displeget vo an doareoù yoga disheñvel a vez ganto gant Hélène Rivière, kelennourez war ar yoga enni. Hag displegiñ raio ivez penaos e teuf unan da vezañ k... montrer plus
Liorzh rannet e Fouen, meret gant menozhioù ar permaculture (pe penaos produiñ en ur zispign an nebeutañ a energiezh, hag en ur implij reolennoù mont en dro an natur). Graet vez war e dro gant c'hwec'h den, ha Pêr Korneg en o zouezh. Eñ 'n eus labouret e bed al labourerezh douar dibaoe atav, evel labourer douar, war an adlodenniñ da c'houde, ha ba ... montrer plus
"Plou-", "Plo-", "Ker-", "Lan-", "Loc-" ... eus pelec'h 'teu an anvioù-lec'h e Breizh ? Eus ar brezhoneg, eus ar gallianeg petramant eus al latin ? Pevare int deuet war-wel ? 'Blam da betra ? Albert Deshayes a zo o vont da zisklipañ deomp oc'h orinoù e Breizh-Izel.