Lakaat brezhoneg Eusa war wel en-dro. Setu pezh 'zo 'ba soñj Ronan Pellen. Ar soner gitar 'zo 'ba Roazhon o chom 'neus dikoachet nevez 'zo eurezvioù a enrolladennoù tud Eusa graet gant Padrig Gouedig e-kerzh ar bloavezhioù 80... Diwar se 'neus divizet studiañ an enrolladennoù ha deskiñ brezhoneg an enezenn... Enez Eusa lec'h ma 'ya da chom ingal ab... montrer plus
Diwall e gorf hag e spered 'rankfe ober an nen un tammig muioc'h moarvat… Gall 'reer mont da vale, da gouronkañ, prederiata evit sioulaat hag en em santout gwelloc'h sur deoc'h. Posubl eo ivez mont war du teknikoù 'deu eus pell 'vel an Qi Qong 'zo un doare jimnastik eus Sina diazezet war ul labour da gempouezhañ an energiezhoù korf ha spered. Qi Qo... montrer plus
4000 devezh-arat zo bet devet e-pad an hañv. Peseurt efedoù war ar bioliesseurted ? Klevet e vo testeni G.G. Gwen o chom e Boneur, Bernez Jezekel, ezel deus Breizh Beo, ha Jean-Noel Ballot, ezel deus Breizh beo ivez, hag a studi al lapoused abaoe 20 bloaz.
Sophie Privat a zo ganet e bro Martinik, met desavet eo bet e Breizh. Gant ar c'hoant anavezout gwelloc'h he orinoù he deus divizet mont da chom eno. Bloaz 'zo emañ hi e Martinik bremañ. Ganti vo preget deus istor, ekonomiezh, yezhoù, pe c'hoazh deus ar stourm a oa bet enep vaksin ar c'horonavirus, ha deus an dilennadegoù prezidant e 2022.Un abaden... montrer plus
« N'eo ket bro Vigoudenn bro ar c'hanaouennoù », « N'eus ket bet dalc'het hengoun ar c'han e brezhoneg er broioù war vord ar mor ». Setu ar pezh a vez soñjet a-wezhoù. Ma n'eo ket ken pinvidik bro Vigoudenn evel ma eo broioù all evit ar pezh a sell ar c'hanouennoù e brezhoneg, zo bet tud 'zo, euruzamant, hag o deus prouet e oa peadra da zeskiñ ha d... montrer plus
" A-dreñv ar blob emañ an enklask", a zo ur programm enklask perzhiañ gant ar CNRS.Deuet eo ar blob da vezañ brudet e bro C'hall marteze dreist-holl dre c'hras da labour un enklaskourez deus ar CNRS hag he skipailh. Mez ouzhpenn vulgarizañ he labour, eh implij Audrey Dussutour ar blob da zesachiñ an dud davet ar skiantoù. Lakaat a ra an dud da geme... montrer plus
Er bloavezh 1972 e oa bet krouet ar gevredigezh Dastum, gant 6 soner yaouank. Gant ar c'hoant e voent rannañ gant ar re all an enrolladennoù tonioù o doa bet garet e Breizh Izel. Ar c'hwec'h den-se a voe Patrick Malrieu, bet prezidant kentañ Dastum, Michel Premorvan, Daniel L'Hermine, Jean-Yves Le Maitre, Gi Jakob hag Yves Berthou.En abadenn an Div... montrer plus
Penaos goût da belec'h e ya ar besketerien da besketiñ ? Setu ur goulenn a zedenn kement an enklaskerien hag ar c'homiteoù pesketiñ. Asambles o deus krouet ar programm VALPENA, Priziañ al Labour Pesketiñ da geñver ar Modoù Labour Nevez.Yuna Roumier 'n eus tremenet ar 6 miz diwezhañ da enklaskiñ e pep porzh Penn-ar-Bed, ha goulennata pep pesketer ha... montrer plus