A-hed ar bloavezhioù 70 ha 80 ez eus bet ur c’hleñved-red e-touez ar gristenien a c’hiz kozh a vroude anezho da welet Satan e pep lec’h en tonioù rock. Ha gwashoc’h c’hoazh : daoust ha ne yafe ket mevelien an diaoul betek enrollañ kemennadennoù kuzh en o zonioù, ar pezh a zo anvet ar back masking, evit sachañ ar selaouerien ha selaourezed war-zu an tu teñval ? Koulskoude e 1877 endeo, nebeud amzer goude bezañ breouet e ijinadenn nevez ar fonograf e klaskas Thomas Edison selaou sonerezh en tu kontrol, notenniñ a reas e sone nevez ha bourrus met disheñvel penn da benn. Taolioù arnod fentus e oa evitañ, « mad dog » a zeue da vezañ « goddamn » da skouer.
Al liamm kentañ gant ar satanerezh a voe er bloavezhioù 1920 pa alias Aleister Crowley e ziskiblien dedennet gant an hudouriezh du da selaou ar pladennoù en tu kontrol evit dieubiñ o spered…
Playlist :
- The Peter's Brothers : Truth about Rock Ministries Presents «Backwards Masking, how Subliminals Affect You» (tennad-son)
- Electric Light Orchestra : Fire on High (foñs-son)
- Arthur Sullivan: Overture The Mikado (foñs son)
- The Beatles : Rain
- The Beatles : Strawberry Fields Forever (foñs-son)
- Steve Jablonsky : Freddy’s Coming For You - A Nightmare On Elm Street soundtrack
- The Rolling Stones : Tops
- «Weird» Al Yankovik : I Remember Larry
- Judas Priest : Better By You Better Than Me
- Franz Ferdinand : Michael
Levrlennadur :
- Libération – Alexis Barnier & Manon Chollot : « Cinq sur cinq messages inversés »
Joe Strummer o redek e Marathon Pariz e 1983, David Lee Roth eus Van halen o redek hini New York, Eddie Vedder (Pearl Jam) hag ar surf, Bob Marley hag ar vell-droad, niverus eo ar sonerien troet war ar sport. Donemat e Larsen ha mediator kinniget deoc’h gant Gaetan. Hiziv e pledimp gant sonerien o defe gallet marteze kaout un eil red-micher ma ne vefent deuet da vezañ pilieroù eus ar rock. Hag e krogomp diouzhtu gant roue ar schock-rock, Alice Cooper, « Welcome To My Nightmare ! »
Playlist :
- Alice Cooper : Welcome To My Nightmare
- Iron Maiden : The Number of the Beast
- John Fogerty : Centerfield
- Prince : I Wanna Be Your Lover
- Sheryl Crow : Real Gone
- Nick Mason : Lucifer Sam
- Shaquille O’neal : Shoot Pass Slam
Levrlennadur :
- «Sport et musique - Pour l’amour du jeu» - Laurent Jaoui – GM Editions
Salud deoc’h lamponezed ha lamponed ar rock ‘n roll, emañ kala gouiañv, Samain, o tostaat, ha setu ni loc’het hiziv e Larsen ha mediator evit un abadenn ispisial e bed ar boudoù skrijus, ankenius, fesonet fall a bourmen diouzh an noz ! Warlene hor boa komzet eus Marc’hac’hid al leur ger hag he mignonezed sorserezed bodet evit ar sabaat. Hiziv e komzimp eus likantropiezh !
Playlist :
- The Tragically Hip : I’m a Werewolf, Baby
- Henry Mancini : sonerezh ar film Experiment In Terror - 1962 (foñs-son)
- Round Robin : I’m the Wolf Man
- Humphery Searle : sonerezh ar film The History Of Hill House – 1963 (foñs-son)
- Harley Poe : That Time of the Month
- Ozzy Osbourne : Bark at the Moon
- Bert Shefter : sonerezh ar film The Curse Of The Fly – 1965 (foñs-son)
- Tennad-son eus trailer ar film The Wolf Man 1941
- The Cramps : I Was a Teenage Werewolf
- The Lounge Lizards : Scary Children (foñs-son)
- Tennad-son eus trailer ar film Werewolf of London (1935)
- Warren Zevon - Werewolves Of London
- Vic Mizzy : Sonerezh ar film The Night Walker 1964 (foñs-son)
- Scary Bitches : There's a Licanthrope on the Bus
Betek ar bloavezhioù 80 e oa rannet krenn ar sevenadur rock hag ar sport, evit bezañ en e vleud e oa trawalc’h selaou sonerezh en ur vutuniñ butun Gordini pe en ur lonkañ asidoù. Ar sport, evel ar skol hag an arme, a oa gantañ ur skeudenn leun a reolennoù hag a hierarkiezh, un obererezh a suje ar yaouankiz d’an oadourien. Ar rock gant e lugan «Sex and drugs and rock ‘n roll» a oa neuze un doare arveller da dalañ ouzh ur gevredigezh korfkennet.
Koulskoude ur pont sevenadureel zo bet savet etre an daou zomani, da gentañ a-drugarez d’al lec’h : seniñ en ur stad pe treuzfurmiñ al leurenn en ur ring boks a ziskouez e tenn ar rock d’ur sport : ne zeuer ket da vezañ tabouliner metal hep kigennoù, ha bezañ dinozored eus ar rock evel The Stones pe Iggy Pop goude bleadoù diroll a c’houlenn da embregañ e gorf. Goude holl, sportourien ha sonerien zo ganet er memes metoù, o devez ar memes c’hoantoù : bezañ anavezet, ober berzh, bezañ karet ! Ha ma zo ur sport hag en deus tostaet an daou zanvez eo ar vell-droad, dreist-holl e Bro-Saoz e lec’h ma ne oa ket dislavarus karout ar rock hag ar sport er bloavezhioù 70.
Playlist :
- The Percy Phillips Studio Collection : The Other Mersey Sound, Pt. 1 · Liverpool Supporters Club (tennad-son)
- Jefferson Airplane : Somebody to Love (foñs-son)
- The Oppressed : Urban Soldiers
- Three Lions : Baddiel, Skinner and Lightning Seeds (foñs-son)
- Queen : We Are the Champions
- The White Stripes : Seven Nation Army
- Europe : The Final Countdown (foñs-son)
- Van Halen : Jump
- Blur : Come Together
- Liam Gallagher : Blue Moon
Levrlennadur :
- «Rhythm & blues country rock & roll, la musique qui vit grandir Elvis» - Jean-christophe Bertin - Embannadurioù Didier Carpentier
- «Sport et musique - Pour l’amour du jeu» - Laurent Jaoui – GM Editions
- «Quand le sport devient pop» - Patrick Mignon - In: Agora débats/jeunesses, 16, 1999. La passion du sport.
A ! Ar sport ! Setu un dodenn dedennus evit Larsen ha Mediator, rak a-hed ar bloavezhioù ez eus bet darempredoù stank etre ar sportoù hag ar sonerezh : tonioù rock a dregern er stadoù da goulz ar c’hrogadoù, al luskad punk Oï hag an hooligans, an tonioù diniver o lidañ taol-kaer-mañ taol-kaer pe o veuliñ sportour-mañ-sportour, liesseurt eo an doareoù da gregiñ ‘barzh. Evit an abadenn gentañ ‘m eus divizet chom er bloavezhioù 50 gant doareoù sonerezh a bep seurt o deus bet holl ul levezon war ar pezh a zeuio da vezañ ar rock !
Playlist :
- Max Régnier : Cours de gymnastique (tennad-son)
- Mabel Scott : Baseball Boogie
- Edward Meeker : Take Me Out to The Ball Game (tennad-son eus 1908)
- Sister Wynona Carr : The Ball Game
- Buddy Johnson : Did You See Jackie Robinson Hit That Ball?
- Brownie McGhee : Robbie-Doby Boogie
- Les Brown : Joltin' Joe DiMaggio
- The Dixieaires : Joe Louis Was a Fighting Man
- Cab Calloway : Ol' Joe Louis
- Lord Kitchener & Fitzroy Coleman Band : Manchester Football Double
- Edric Connor and the Caribbeans : Manchester United Calypso
Levrlennadur :
- «Rhythm & blues country rock & roll, la musique qui vit grandir Elvis» - Jean-christophe Bertin - Embannadurioù Didier Carpentier
- «Sport et musique - Pour l’amour du jeu» - Laurent Jaoui – GM Editions
- «Quand le sport devient pop» - Patrick Mignon - In: Agora débats/jeunesses, 16, 1999. La passion du sport.
Pa vountas Elvis dor ar studio Sun e Memphis e 1954, hag-eñ en doa ijinet e vefe e penn ul luskad, ar rock, a cheñchfe bed ar sonerezh evit an hanter-kant vloaz da heul, o vountañ ar jazz hag ar c’hountry war estajerennoù poultrennet ?
Hiziv eo deuet ar rap da vezañ ar stil sonerezh pennañ. Etre gangsta, freestyle, crunk, instrumental ha trap eo ar rap liesseurt. Met piv eo an arzourien.ezed o deus e ijinet, stummet, modernaet ? Piv eo an diaraogerien.ezed o doa er bloavezhioù 70 hadet ar pezh a aloub plas kentañ an holl savennoù streaming, setu danvez hon abadenn hiziv.
Playlist :
- Harlem World Crew : Let ‘s Rock (foñs-son)
- Double Trouble : Double Trouble at the Ampitheatre foñs-son)
- Sylvia : Pillow Talk (tennad-son)
- The Sugarhill Gang : Rapper's Delight
- Funky 4 plus 1: That's the Joint
- Spoonie Gee & The Sequence : Monster Jam
- Grandmaster Flash & the Furious Five : The Message
- Afrika Bambaataa : Planet Rock
Levrlennadur :
- Les Inrockuptibles Hors-série : Les grandes figures du hip-hop US
- Discothèque idéale Vinyle : rap soul funk – fnac
An div sizhun diwezhañ e oamp o plediñ gant ar funk, met ur funk gouez, rust, un tamm trelatet, renet gant an asidoù. Komzet hor boa eus Drinded santel ar funk, an tad James Brown, ar mab, Sly Stone hag ar spered santel, George Clinton, met ar funk a c’hell bezañ lufret ivez evit plijout d’ar brasañ niver. Gant an disco e anavazeo un diwaskadenn met un adsav a vo gant The Mineapolis Sound !
Playlist :
- Kool and the Gang : Jungle Boogie
- The Meters : Cissy Strut (foñs-son)
- Earth Wind and Fire : Africano/Power (tennad-son)
- Donna summer : I Feel Love (foñs-son)
- Cameo : Word Up !
- Zapp : Dance floor
- Prince : 1999
- Sheila E. : A Love Bizarre
- Lack of Afro : Browsing You Tube
Levrlennadur :
- « On The One – L’histoire du Funk » Belkacem Meziane – Le mot et le reste
- « Discothèque idéale Vinyle : rap soul funk » – fnac
Salud deoc’h lamponezed ha lamponed vihan ar rock ‘n roll, donemat e larsen ha mediator an abadenn a zezrevell istro ar rock hag ar sonerezhioù a-vremañ. Emaoc’h o paouez klevet bootsy collins o tisplegañ diazez ar funk, the one, pred kentañ ar mentad a bouezer warnañ evit reiñ c’hoant d’an dud da moove their bodies. Kenderc’hel a reomp ‘ta gant ar funk, ur sonerezh peg da gentañ ouzh ar re zu a-raok en em ledañ e pep lec’h el lodenn gentañ eus ar bloavezhioù 70. Betek Breizh-Veur zoken e lec’h ma krog strolladoù gwenn digor d’an holl levezonioù da enbarzhañ livioù funk en o zonioù. evel ar Stones gant «Hot Stuff»pe Led Zeppelin gant «The Crunge» en albom Houses of the Holly e 1973…
Playlist :
- Bootsy Collins o tisplegañ formulenn ar funk
- Led Zeppelin : The Crunge
- The Average White Band : Pick Up the Pieces
- Funkadelic : Super Stupid
- Funkadelic : Nappy Dugout (foñs-son)
- Funkadelic : I Call My Baby Pussycat
- Parliament : Up for the Down Stroke
- Parlet : Cookie Jar
- George Clinton : Atomic Dog (tennad-son)
- Snoop Dogg : Who am I (what’s my name) ? (tennad-son)
- Bootsy Collins : Bass-Rigged-System
- « On The One – L’histoire du Funk » Belkacem Meziane – Le mot et le reste
- « P-FUNK , L'odyssée de George Clinton » Real Muzul – Le mot et le reste
- « Discothèque idéale Vinyle : rap soul funk » – fnac
Hiziv emaomp o vont da blediñ gant ur sonerezh ganet e fin ar sixties hag a oa ul lid eus ar fed bezañ afroamerikan, un testeni a loc’h hag ivez ur sonerezh en deus strewet ar groove dre ar bed a-bezh hag awenet ul lodenn vat eus ar sonerezhioù a glever hiziv an deiz.
E-kreiz ar bloavezhioù 50 e krog James Brown e red-micher evel kaner rhythm and blues, e-kreiz ar sixties eo deuet da vezañ ken bras e levezon hag e vrud er sonerezhioù du m’eo lesanvet «The king of soul» met e 1967 e laosk James Brown ar soul war e lerc’h gant daou don «Papa’s Got a Brand New Bag» ha dreist-holl «Cold Sweat», diskouez a ra d’an holl petra vo an dazont, hag an dazont-se zo anvet funk.
Playlist :
- Yahawashi Yatzachaaq : Wear Your Naturals Proudly (tennad-son)
- James Brown : Cold Sweat (version 1967)
- James Brown : Get Up, Get Into It, Get Involved (foñs-son)
- Sly & The Family Stone : Thank You
- Fatback Band : Mister Bass Man
- Kool and the Gang : Funky Stuff
- Betty Davis : Anti Love Song
- The Jackson Five : Dancing Machine (tennad-son)
- Steve Wonder : Superstition
Levrlennadur :
- « On The One – L’histoire du Funk » Belkacem Meziane – Le mot et le reste
- « Discothèque idéale Vinyle : rap soul funk » – fnac
Salud deoc’h lamponezed ha lamponed ar rock ‘n roll, donemat e Larsen ha Mediator an abadenn a veaj el luskadoù a ra ar pezh a zo anvet rock abaoe 70 vloaz bremañ. Emichañs ho po tremenet un hañvezh a-feson, leun a festivalioù hag a sonadegoù, bevet ar sonerezh bev ! Setu poent eo adkregiñ ganti ha kinnig a ran deoc’h ober ur poent war un nebeud pladennoù dedennus deuet ‘maez er pevar mizvezh diwezhañ.
Playlist :
- Vince Staples : Blackberry Marmelade
- Thomas Dollbaum : Coyote
- Widowspeak : No Driver
- Lemon Twigs : Look for your Mind
- The Black Keys : Who’s Been Foolin’ You
- G.A.20 & Charlie Musselwhite : Crazy Love
- Dogstar : All in Now
- Jayler : Riverboat Queen