Alc'hwezioù brezhoneg

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Boesonerien 2

Boesonerien 2

02/11/2026

Hennezh 'vez asidu o c'houlenn kole, ur gwall ever eo, ur gwall vignon d'ar gwin, hemañ ne wel nemet gant e c'henoù, hennezh 'zo izel e werenn gantañ, ur c'harg e doull, hemañ a ev gwelien evel dek gwiz, ur c'hantinier, hemañ 'zo eouliet mat e gornailhen, ul lagouter, hemañ n'eo ket marvet gant ar sec'hed, ul lorgi, un tamm lorgenn, lonkerez, lonkez, lonkezenn, ur peul ostaleri, pinarded, Yann lonk, ur fri poazh, hemañ 'zo poazh e revr, ur puñs, puñser ar pintoù, ur riboter gwin trenk, ur sac'h gwin, ur sac'h lonk...


Boesonerien 1

Boesonerien 1

02/11/2026

Lonkerien, gwall voeson 'n eus, hemañ zo un ever fall a zour, pounner e zorn war ar boeson, Yann lip e werenn, Yann frank e c'houzoug, ur genou toull, un toull goz...


Feneant 4

Feneant 4

21/10/2026

Lakaat e zaouarn an eil barzh egile, chom da c'hwitellat, chom da zic'henaouiñ, pleget ganeomp an divrec'h, hemañ ne ehan ket da ehanañ, chom da flaeriañ, hemañ 'zo ganet skuizh, hemañ 'zo chomet da c'horiñ vioù c'hwenn en e wele, gwellañ ma ' z out eo da sachañ da revr,hemañ 'zo ganet skuizh, glaourenniñ...
Chostrom, un den distaouel, ur goular a zen, ur gwrac'hataer, feneant-ki ( -brein, du, sot, laer..)...


Feneanted 3

Feneanted 3

20/10/2026

Chom da sellet ouzh al laboused ( o vont e-biou), chom war al leur-gêr da harpañ ar mogerioù, un tamm kloc'her n'eo ken, aon da bakañ moc'h bihan, ar re-mañ zo kluchennet, hennezh ne labour na kalz na kran, hemañ zo feneant evel 7 bleiz, e gorf a ra mezh dezhañ, laerezh an amzer, prederiañ ar pevar avel, homañ ne stag netra ouzh he bizied, hemañ a gav dezhañ e teui amann eus an neñv; chomet da vuzhugenniñ, hemañ n'eo ket un andenn...
ul laskenn, landore, lankoun, leubeurc'henn, limantenn, ur gutu, ur skrab e sac'h, ur c'holl-boued, kluchenn...


Feneanted 2.

Feneanted 2.

22/09/2026

"N'hor beze ket amzer da dreiñ ar c'hi war-bouez e lost", "hemañ n'eo ket imoret", "sachañ war an ibil a-dreñv (pe an ibil berr)", "gwellañ mar deo hemañ eo mont da bourmen eo", "dont a ra da zuañ e staon", "hennezh a ouie sachañ","ober strapenn d'ar voger", "Mari Strapenn, Mari Laou, ouzhpenn dek eur en he c'hav", "ul lost buoc'h dindan pep dorn", "hemañ zo pleget e zivvrec'h", " reiñ bronn d'ar bal", ruzok, pitilhat...


Ober dismegañs d'ar baotred: lopañ war ar feneanted.

Ober dismegañs d'ar baotred: lopañ war ar feneanted.

22/09/2026

Un den diegus, "hemañ a gaoze gant diegi reiñ peoc'h", pladorennañ, luduenniñ, labaskennañ, "tennañ da yenañ", "ne m'eus ket amzer da chom da huzuliañ"...


Ober dismegañs d'ar merc'hed 2

Ober dismegañs d'ar merc'hed 2

03/09/2026

Ur chelgenn, ur flao, ur wreg ozac'h, ur gailhasenn, ur gazeg karos, ur dintin, ur gazeg (enn).


Ober dismegañs d'ar merc'hed 1

Ober dismegañs d'ar merc'hed 1

26/06/2026

Un aken, un atoudenn, ur vleizenn, ur vuzhugenn, ur gragailherez, ur welfezenn, ur wialenn, ur ganastell, ur gegin, ur gekenn, ur gailhasenn, honnezh 'zo ur wall bezh, pebezh kastolorenn, ur wall giez, pebezh kalastrenn...
Diwar-benn ar re 'zo bragez ganto: bragez ha lostenn 'zo ganti, homañ 'zo bragez gwaz ganti, homañ zo ur chefenn, ur chefez...


Ober labour fall 2.

Ober labour fall 2.

21/05/2026

Hemañ a gustum arat evel ur staotadenn gole.
Hemañ n'eus nemet beskelli gantañ.
Hemañ n'eus graet nemet barbouilhat.
Labourat evel ma kac'h ar saout en noz.
Buoc’hennet ar park gantañ.
Ober brizh labour.
Bastrouilhañ al labour.
Ne ra na bec'h na briad.
Bizubulat, difarabouilh, dibalamour...


Ober labour fall 1.

Ober labour fall 1.

12/05/2026

Diwar-benn un den null da labourat!
Bastrouilh, biteller, ur vazh dotu, ur c'hoarier, diskolper, difounser, dirailher, diforc'her, barbouilher...
Ha verboù: strabouilhañ, finouc'hellañ, fourdouilhat, krafouilhañ, gwarigellat, kailharañ, bresañ, tarzhellat, mastrouilhañ, mac'hagnañ....


Suivant Dernière