Tud deus ar Vro

Radio Kreiz Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Fest Kost ar c'hoat

Fest Kost ar c'hoat

12/04/2023

Sulian Moelo zo gant Yann Bêr da ginnig deomp Fest Kost ar c'hoat a vo dalc'het d'an 3 ha d'ar 4 a viz meurzh e Siliec. Komzet a vo deus Pemp Kentan 2013 ivez gant Christian Rivoalen.


Léna Louarn - Jean Yves Milbeau

Léna Louarn - Jean Yves Milbeau

12/04/2023

Léna Louarn is-presidantez ar rannvro e karg deus ar yezhoù zo deuet e Kallag da welled penaoz mañ kont e keñver ar brezhoneg e skolioù. Klevet a vo Jean Yves Milbeau ivez, kuzulier ar rannvro.


Louis Charles : brezel an Aljeri

Louis Charles : brezel an Aljeri

12/04/2023

Louis Charles bet presidant FNACA kanton Kallag zo aet d'an anaon. Adskignet vez hirie un abadenn graet gantañ.


Dorig Cras - Ti ar c'hoajoù

Dorig Cras - Ti ar c'hoajoù

12/04/2023

Dorig ar C'hras a gomz deomp deus ur raktress SCI vit ma c'hellfe ar re n'int sikouret gant un ti bank prennañ douar memestra da n'om staliañ. An eil atersadenn : kelenner ha bugale skol divyezhek Plozevet- Plomeur deuet 'pad ur sizhunvezh e Ti ar C'hoajoù er Chapel-Nevez.


Saloñs ar micherioù Diwan

Saloñs ar micherioù Diwan

12/04/2023

Dalc'het eo bet saloñs ar micherioù gant Diwan e Karaez.


Mouezh Paotred Breizh

Mouezh Paotred Breizh

12/04/2023

Yann Bêr Thomin 'vit komz deus seizhved pladenn ar strollad Mouezh Paotred Breizh.


Emgleo Breizh - Stajoù Studi ha Dudi - Filaj e Purid Kintin

Emgleo Breizh - Stajoù Studi ha Dudi - Filaj e Purid Kintin

12/04/2023

Yann Bêr a ginnig deomp embannadurioù nevez "Emgleo Breizh" gant Fañch Broudig, stjaoù brezhoneg ha stajoù musik graet gant Studi ha Dudi hag ar filaj 'vo dalc'het d'ar sadorn 9 e Purid Kintin gant ar gevredigezh "Tal an Dour" zo kinniget deomp gant Jean Yves Blouin.


Ur skol Diwan e Boulvriag

Ur skol Diwan e Boulvriag

12/04/2023

Yann Bêr a ginnig deomp ar raktress da sevel ur skol Diwan e Boulvriag ha dorioù digor Diwan Gwengamp.


Foñs Sant Erwan - Film Bastian Guillou "An aotroù Guillaume Caous"

Foñs Sant Erwan - Film Bastian Guillou "An aotroù Guillaume Caous"

12/04/2023

'barzh an abadenn hirie : Jef Philippe a ginnig deomp ar gevredigezh nevez savet e Landreger "Foñs Sant Erwan". Bastian Guillou a ginnigo ar film neus graet diwar Guillaume Caous, beleg yaouank Korle ha Gwareg. Diskwellet 'vo disul e Gwareg araok bezañ skignet war France 3 Breizh.


Annie Connan

Annie Connan

12/04/2023

Annie Connan a gomz deus ar c'hezeg ha deus ar gevredigezh savet e Kreiz Breizh hag a ra war dro dezhe.


Première Précédent Suivant Dernière