Katell André skolaerez e Rostren a ginnig ar festival "festimômes" a vo e Klegereg disul. Fañch Broudig a gomz deus geriadur Andreo ar Merser bet ad-embannet ti Emgleo Breizh Paolig Kombod a ginnig ul levr diwar an eoged nevez deuet er-maez ti Skol Vreizh Yann Talbod person e Lannuon a gomz deus sul ar bleunioù a vo disul.
Adlañset eo bet ar gevredigezh "Kipik" e Plufur gant ur skiapailh tud yaouank. Kaourantin an Davay ha Paul Salaun a ginnig deomp ar raktressoù. Yvon Le Garrec a gomzo deus chapel Sant Herve war ar menez bre war digarez ar sav-arc'hant evit kempenn ar chapel. Gant Serge Fallezan 'vo komzet deus al lizher kaset d'an dilennidi gant kevredigezh ar Gouren