Fanny Chauffin a gomz deomp deus 11ed priz ar yaouankiz deus 7ed priz ar Vugale ha deus kentañ priz bandennoù treset e Plijidi. Awen Prigent a ginnig deomp ar c'hoñkour paledoù 'vo e Gurunhuel Mona Braz a ginnig deomp ar c'homite "44= Breizh" en Aodoù an Arvor
Patrick Laurent a gomz deomp deus ar valeadenn zo bet e Plouneour Menez evit doned a-benn da gaoud un TV e brezhoneg Guilhaine Plassart a ginnig deomp an devezh sport hag an dorioù digor aozet gant Diwan Gwengamp. Cédric Laur, Erwan Coadic ha Michel Reti a gomz deomp deus pezh zo bet graet gant Roudour da sikour ar re deus c'hoant da sevel un embregerezh e brezhoneg.
Anna ar beg a ginnigo deomp stajoù brezhoneg KEAV e Kastelin. Thomas Laquaine a ginnigo deomp ar diplom studioù keltieg Marie-Laurence Fustec a gomzo deus marc'had an dilhad a eil dorn aozet gant Dihun d'ar sul 15 a viz even dindan ar c'hoc'hu e Karaez.