Yannick Henri, Cedric Laur, Julien Gentil, Yvon Bordiec a ginnigo ar stummadur hir war ar brezhoneg savet gant Roudour ha Kreizenn Sevenadurel Lannuon. Gaby Kerdoncuff a ginnigo pezh 'vo aozet gant al label "Hirustica" war digarez e zeiz-ha-bloaz.
Neven Sebille-Kernaudour a ginnig ar gouel aozet 'vit lidañ 20 vlaoz sonerez ar vreudeur Creff er Chapel-Nevez disadorn Willem Doedens a gomz deus ar vanifestadege kernitron al lann disadorn Denis Leyzour a ginnig oberennoù ar gevredigezh "Secours Populaire" Kallag.
René Guillou a gomz deus konkour ar c'hezeg war ar Menez Bre disadorn ha deus foarioù ar c'hezeg 'barzh ar vro. Jean-Marie salomon a ginnig ar festival "Blues des deux rivières" deomp. Dalc'het 'vo e Benac'h d'ar 7 ha d'an 8 a viz here.